Salm-Salm
Priñselezh Salm-Salm a oa ur stad vihan eus an Impalaeriezh santel roman german, krouet e 1574, en un darn eus ar vro zo bremañ en departamantoù gall Vosges ha Bas-Rhin. Senones e oa ar gêr-benn.
Istor
kemmañKrouet e voe kontelezh Salm-Salm e 1574 pa voe rannet Salm-Dhaun, ha savet da briñselezh e 1739 gant ar c'hont Nicholas Leopold von Salm-Hoogstraten.
Adarre e voe rannet en 1608 pa voe krouet Salm-Neuweiler en he c'hichen. E 1751 e voe kemmoù an harzoù gant Dugelezh Loren.
Lakaet e voe ar seziz war ar vroig e 1790 gant an armeoù gall. Rankout a reas an dud en em zaskoriñ, hag e 1793 ec'h embannas ar Goñvañsion Nasional C'hall e oa staget Salm-Salm ouzh Republik Frañs hag enteuzet e departamant ar Vosges.
Degemeret e voe ar stagidigezh e 1801 gant Feur-emglev Lunéville.