Kaozeal:Skilwaz
Evezhiadenn diwezhañ: 9 bloaz zo gant Bianchi-Bihan
Demat, Daoust hag-eñ ne vefe ket reishoc'h skrivañ "[...], er c'herentiad Anatidae.", da lâret eo hep lizherennoù stouet evit anv ar c'herentiad ?--Prieladkozh (kaozeal) 2 Her 2015 da 07:56 (UTC)
- Nann. Ket en degouezh-mañ.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 2 Her 2015 da 08:23 (UTC)
- Ha gallout a rit displegañ ?--Prieladkozh (kaozeal) 2 Her 2015 da 08:28 (UTC)
- Lakaet eo skilwaz da dreiñ ouette e galleg, un anv iskis evit un evn pell diouzh ar broioù gallek .Er wiki gallek e lenner :" Ouette est un nom vernaculaire ambigu en français". Ambigu? gast! E brezhoneg, ijinet an anv skilwaz ha dao ! nag amjestr nag amster ! lakaet da skiantel diouzhtu . Ar skiant, gant lod, zo par d' ar feiz : pedet oc'h da grediñ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Her 2015 da 09:03 (UTC)
- Ha gallout a rit displegañ ?--Prieladkozh (kaozeal) 2 Her 2015 da 08:28 (UTC)
OUETTE skilwaz f. -i. Dictionnaire français-breton (Martial Ménard), 2012, pajenn 957 ; met n'eus ket eus ar ger-se war dTermOfis Ofis Publik ar Brezhoneg.--Prieladkozh (kaozeal) 2 Her 2015 da 10:15 (UTC)
- Skilwaz, silwaz, hirwaz, ne vern din, ne ran ket gant anvioù al loened na welan ket en hon bro (re all a ra moarvat) ... met ra vo displeget dimp (en ur pennad dereat, a laran), eus pelec'h eo difluket ar ger (graet eo : eus pluenn PH) ha savet penaos. Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Her 2015 da 11:16 (UTC)
- Se zo kaoz emaon o klask ober ur renabl eus an holl zaveoù (pa'z eus) a vije bet ret, gouez din, ober gante pe en em c'houlenn eus pelec'h e teuent a-raok krouiñ pennadoù 'zo. Ur wech ouzhpenn, amañ emeur war un dachenn skiantel ha n'eo ket hini ar varzhoniezh.--Prieladkozh (kaozeal) 2 Her 2015 da 11:26 (UTC)
- A-du a-grenn. Ur wech c'hoazh, ne vern gant piv eo savet ar ger, met ra vo displeget dimp penaos eo bet savet, da welout hag-eñ eo brezhoneg da vihanañ. Anvioù zo zo bet ijinet war ar prim gant tud ha ne ouient ket sevel ur frazennig vrezhonek. Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Her 2015 da 12:07 (UTC)