Kaozeal:Stêr Wanez
Evezhiadenn diwezhañ: 9 bloaz zo gant Po'low
Ne welan ket mat penaos un adstêr eus an tu dehou d'ar Stêr Aon a c'hell dourañ ur gumun a zo war an tu kleiz en he fezh… A-hend-all, chom a ran gant ur pik-goulenn : ouzhpenn hini an Ofis, hag ez eus testenioù all evit ar stumm "Stêr Wanez" (implij tud ar vro da skouer) ? Disfiz a zeu din pa welan pegen ingal e vez graet a bep tu gant "Stêr Goanez". Po'low (kaozeal) 15 C'hwe 2015 da 18:09 (UTC)
- Ur meneg a gaver e geriadur brezhoneg-saozneg Delaporte, e pennad ar ger "Dardoup", p. 277, ma c'heller lenn "the people of the area east of the river Goanez (Stêr Wanez)". --Llydawr (kaozeal) 15 C'hwe 2015 da 18:34 (UTC)
- Diwar-benn an "annuaire-mairie" : gwelet em boa dija, ya… Ur fazi digomprenus, a gav din… Trugarez da LLydawr eus an arroudenn digant Delaporte, hag a zo talvoudus. Po'low (kaozeal) 15 C'hwe 2015 da 21:24 (UTC)