Kaozeal:Stalinouriezh

Evezhiadenn diwezhañ: 16 vloaz zo gant Neal e kaozeadenn Daveoù

restaolet am eus ar pennad orin evit daou abeg pennañ:

1. ret eo chom neptu (na difen na gritikañ). 'totaliter-tre' a lâras? ha bez e c'heller bezañ damdotaliter 'michañs? n'eus forzh penaoios, n'eo ket bet lakaet e plesutr ar varksouriezh-leninouriezh en tu ebet en un doare all, neuze ne c'hell ket bezañ totaler rak n'eus sistem ebet all damhñvel evit e genveriañ outañ.

2. tennet 'meus 'goulag' rak a) n'eus pennad ebet c'hoazh er wikipediañ e brezhoneg o klotaat gantañ; b) ar goulag (mar fell dit kaozeal outañ) ne denn ket d'ar stalinouriezh (ideologiezh politikel) met kentoc'h d'ar pezh a c'hellfer enver 'stalinerezh', da lâret eo praktikoù stalin (gwir pe get).

ha tremen a rez da amzer o lakaat da gredennoù politikel e pennadoù ar re all? ne vefe ket gwelloc'h dit mont da sevel un toullñad pennadoù diwar-benn ar pezh a blij dit kentoc'h?

mar kendalc'h an dud da cheñch pajennoù ar re all evit abegoù politikel nemetken e vo ret kregiñ da wareziñ pajennoù zo - pezh e vefe trist rak ne vef ket tu na d'o reizhañ na d'o ledanaat ken

Neal 6 July 2005 11:08 (UTC)

  • na difenn na kritikañ ? "totaliter-tre" n'eo ked ur gritikenn, ur c'honstat an hini eo, lenn pezh meus skriwet e ma fennad totaliter
  • pouezuz-tre e vefe sevel ar pennad Goulag, ya sur... pouezusoh eged diforhi "stalinouriezh" ha "stalinerezh"... te jañch ar yez evid lakad strabouill barz penn an dud... sklêr e tiskouez plan ar beurunvanisted, Prederisted : chañch yez an dud da jañch o c'hredennoù, eun hentenn fachist-tre...

Daveoù

kemmañ

hag un daveenn bennak marteze evit diskwel eo gwir an "evezhiadenn"-mañ?:

"kanañ a rae mil meuleudi d'al labour evel ideologiezh, pa oa ar varksouriezh da echuiñ gant al labour, chadenn al labourerien;"

gant "marksouriezh" ez eus da gompren "skridoù Marx"? ha pelec'h en doa skrivet e oa da vezañ achuet gant al labour? hag e pesuert skridoù marksour-leninour (stalin mar plij dit) e kaner meuleudi d'al labour evel ideologiezh. sav-poentoù personel ha dineptu eo ar re-mañ n'eo ken da vezañ skarzhet diouzh ar pennad-mañ pa ne deuer ket a-benn d'o arguzenniñ. Neal (Kaozeal) 3 Meu 2008 da 18:01 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Stalinouriezh".