Kaozeal:Sturmgewehr 44
Evezhiadenn diwezhañ: 9 miz zo gant Huñvreüs e kaozeadenn "arm korventenn"
"arm korventenn"
kemmañ@Fanchigo: eus pelec'h e teu an droidigezh "arm korventenn"? D'am soñj e talv Sturmgewehr "arm arsailh", met merglet zo ma alamaneg. Huñvreüs (kaozeal) 24 Gen 2024 da 21:51 (UTC)
- Laosket em eus evel ma oa, met n'eo ket diboell a gav din, Sturm a dalvez "korventenn" koulz hag "argad". Kordañ a ra gant ar c'hiz nazi da reiñ anvioù pompadus d'o armoù nevez (s.o. ar c'harr-nij Messerschmit Me 262 "Sturmvogel", lapous-korventenn, an Heinkel He 162 "Volksjager", chaseour ar bobl, pe al Luftfaust, "meilh-dorn o nijal").
- Gewehr a gaver evit "fuzuilh", a-wechoù "pistolenn", n'eo ket sklaer atav. Merglet eo un tamm va alamaneg ivez... Fanchigo (kaozeal) 24 Gen 2024 da 22:31 (UTC)
- 🤷 War a seblant ez eus bet graet Sturmgewehren abaoe 1913 betek bremañ, neuze ne seblant ket din bezañ ur ger staget ouzh an nazied. Laosket az peus « evel ma oa » pelec’h? Ne gavan troidigezh ebet er bajenn c’hallek, en hini saoznek e lenner assault rifle. Huñvreüs (kaozeal) 25 Gen 2024 da 07:25 (UTC)
- Laosket 'm eus evel ma oa er bajenn vrezhonek. Klasket 'm eus ivez gouzout hiroc'h met n'em eus ket kavet meneg all ebet eus an afer "korventenn". Cheñch a ran an traoù war ar bajenn. Fanchigo (kaozeal) 25 Gen 2024 da 13:09 (UTC)
- 🤦 Krediñ a raen az poa krouet ar bajenn. E gwirionez eo bet krouet gant @Dishual. Ma digarez. Huñvreüs (kaozeal) 25 Gen 2024 da 14:10 (UTC)
- Demat,
- lennet em boa an anv-se en ul levr istor pell zo bremañ ha disoñjet anv al levr.
- Kavet e vez ral an anv-se evel amañ https://sites.utm.utoronto.ca/historyinternships/blog/03182019-0228/birth-world%E2%80%99s-first-assault-rifle-sturmgewehr-44 In late 1944 it was finally dubbed the StG 44 or the Sturmgewehr (Storm Gun) 44. The German industry pumped out 425,977 StG’s for the Wehrmacht until the end of the war.
- Adkavet e vez ivez en anv Volkssturm a vez troet en "people's storm".
- A galon Dishual (kaozeal) 25 Gen 2024 da 14:18 (UTC)
- Dedennus eo an displegadenn-mañ. Gallout a rafe bezañ troet ha lakaet er pennad Volkssturm, petra a soñjit? Huñvreüs (kaozeal) 25 Gen 2024 da 17:09 (UTC)
- N’on ket sur e talv evit ar pennad-mañ, koulskoude. Gallout a rafemp sevel ur goulenn ouzh tud ar wiki alamanek. Huñvreüs (kaozeal) 25 Gen 2024 da 17:11 (UTC)
- Hervez ar respont am eus bet e pajenn gaozeal ar pennad alamanek e talv Sturmgewehr fuzuilh-arsailh, na denn ket eus an amzer. Huñvreüs (kaozeal) 2 C'hwe 2024 da 21:01 (UTC)