Kaozeal:Subduktadur

Evezhiadenn diwezhañ: 2 vloaz zo gant Hans Abherve

N'eus ket eus "subduktadur" e brezhoneg, hag arabat eo e vije, tri mil boulc'hurun an tri mil diaoul ruz ! Poanius eo hevelep sabir.
> Islinkadur zo avat (gwelit geriadur M. Ménard, da skouer, evel evit gwiriañ kement ger e brezhoneg-beleg am eus kemmet), a zo splannoc'h a-galz.
> Ret eo kemmañ talbenn ar bajenn ; mar gran-me e chomo "subduktadur" (eeec'h !) er Wikipedia-mañ, ar pezh a vije mantrus.
Gallek e oa an ereadur, e reizhet em eus ivez. 2.13.73.95 23 Kzu 2012 da 21:52 (UTC)Respont

Evit gallout cheñch un titl eo ret bezañ enskrivet, ar pezh n'eo ket diaes. A-walc'h eo kaout un anv-implijer hag ur ger-tremen.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 24 Kzu 2012 da 09:44 (UTC)Respont
Ha degas ar brouenn na vez ket implijet ar ger-se a-raok e ziverkañ. Kadwalan (kaozeal) 2 Gou 2022 da 17:41 (UTC)Respont
Ent-reizh ne c'heller ket prouiñ n'eus ket eus Doue, eus tasmantoù hag eus ar ger subduktadur. Dit-te da brouiñ ez eo bet implijet ar ger-se neuze. • 2A01:CB08:890E:C600:71FB:8565:7EBA:E4C8 2 Gou 2022 da 18:42 (UTC)Respont
Graet Kemmet an titl ganin ha mat pell zo. Patroller engineer (kaozeal) 2 Gou 2022 da 20:28 (UTC)Respont
Ne gavan ket mat. Ha reizh eo dont d'ober ar pezh a dremen e penn an unan, just d'ar mare m'emeur o komz eus ar c'heriaoueg? Kavout a rafen reishoc'h un tamm muioc'h a neptuegezh hag a amzer evit en em soñjal. Plijet pe get e kav din ne zleer ket argas ur ger kinniget gant Kreizenn ar geriaouiñ hag implijet er skolioù. Kadwalan (kaozeal) 2 Gou 2022 da 22:46 (UTC)Respont
Setu a sonjen end-eeun--Kadwalan (kaozeal) 3 Gou 2022 da 11:54 (UTC)Respont
Distro Edgar... --Hans Abherve (kaozeal) 11 Gou 2022 da 10:21 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Subduktadur".