Kaozeal:Sullogismos

Evezhiadenn diwezhañ: 10 vloaz zo gant Bianchi-Bihan e kaozeadenn Rakvarr, prémices, prémisse

Kaoz degaset eus ur pennad all

Rakvarr, prémices, prémisse

kemmañ

Unan bennak amañ a vesk

  • prémices (rakfrouezh, pe frouezh kentañ ar parkeier pe ar spered, pe ragefed)
  • ha prémisse (elfennoù un arguzenn anvet "syllogysme" ), am eus aon.

Ar ger rakvarr a seblant mil bell diouzh an eil (ar frouezh) hag egile ( ar "syllogisme"): Michelangelo ne oa na fouezh na trederenn ur "syllogysme" ! Bianchi-Bihan (kaozeal) 16 Mae 2014 da 08:12 (UTC)Respont

Barr ha tribarr

kemmañ
  1. Kemeromp ar ger syllogisme adarre, a zo tribarr gant Edgar, diwar geriadur MM (marteze diwar ur pennad bennak gant Edgar tu bennak, dindan un anv all). Un dra zo sur: labour Michelangelo Buonarroti n'eo ket un tribarr, nag UR barr eus an tri... Barr an arz e c'hall bezañ, met un ali personel e vefe ha n'emañ ket e lec'h er wikipedia.
  2. perak tribarr, ha n'eo ket pevarbarr? Seblantout a ra bezañ evel unan eus treid an trebez. Me gred (ra vin dislaret ma fazian) eo abalamour d'an tri foent, pe teir arguzenn zo en ur syllogisme (prouvidigezh, e geriadur FF) .
  3. kemeromp goude ar ger rakvarr, a vefe, eme Edgar, rak + barr. Goulenn : petra eo ar barroù-se e-barzh an tribarr? Hag ar rakvarr eo ar pevare anezho? Bianchi-Bihan (kaozeal) 16 Mae 2014 da 13:41 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Sullogismos".