Sullogismos
Ur sullogismos pe tribarr[1] zo ur boellatadenn diazezet war ziv ginnigadenn a gas d'ur gentel, a zo bet geriet gant Aristoteles da gentañ.
Skouer
kemmañSetu ur sullogismos brudet :
- An holl dud zo marvel. Hogen, an Hellened zo tud. Neuze eo marvel an Hellened.
An div ginnigadenn lakaet da wir a zo diazez ar gentel a rank bout gwir pa'z eo diazezet war ar wirionez.
Pledet ez eus bet gant ar sullogismoi gant Gottfried Leibniz hag Immanuel Kant.
Fent
kemmañUr sullogismos zo un doare da boellata implijet ivez er skiantoù hag er matematik, ha d'ober fent.
Da skouer :
- Hervez ar Gristenien, Doue zo karantez. Hogen, gant ar garantez e teuer da vout dall. Diwar-se, Doue a lak da vout dall.
Evel-just, ar seurt sillojism-mañ nad eo na reizh e-keñver ar furm na gwir e-keñver ar materi a vez graet un dromplezon anezhañ (fallâcia e latin). Implijed e vez kalz ar fals sillojismoù gant tud dizonest evit klask "dallañ" ar re all o deus fiziañs enno.
Notennoù
kemmañ- ↑ Lavar 09, p. 82, ha Geriadur Ménard, p. 1290.