Kaozeal:Testamant Kozh
Ch. Rogel a skriv: "(N'eo ket an Torah en Testamant kozh !!). Prest e oan da grediñ rak n'anavezan ket an traoù-se kenkoulz hag eñ a dra sur. Koulskoude em eus klasket un tamm: er wiki gallek e kavan eo heñvel an torah ha pentateuk (lodenn eus an testamant kozh). Piv a c'hallan krediñ? N'on ket vont da zeskiñ hebreeg, neuze e c'hortozan ur respont digant tud hag a oar. Bernez Bernioù 12 Gen 2007 da 09:56 (UTC)
Ar pentateuk, anvet Torah en hebraeg hervez an hengoun yuzevek, n'eo nemet rann gentañ an Testamant Kozh, enni ar pemp levrenn gentañ nemetken. Graet e vez Tanac'h pe Mikra en hebraek eus an Testamant Kozh (daosut ha n'eo ket peurheñvel penn-da-benn o-daou) en e bezh hervez an hengoun yuzevek. Neal (Kaozeal) 12 Gen 2007 da 12:42 (UTC)