Kaozeal:Tri Bleiz Die
Evezhiadenn diwezhañ: 2 vloaz zo gant Huñvreüs e kaozeadenn Miloù
Miloù
kemmañForzh petra. Anavezet eo ez-ezel ar strollad Vivien Janneau evel kenaozer an div ganaouenn-se e levrenn ar pladennoù, evel emaon o paouez menegiñ en o fennadoù. Emichañs en doa an IP-mañ lonket re ha gwelet Gweneriz o tiskenn eus ur plad-nij e lec’h lenn. Huñvreüs (kaozeal) 30 Mae 2022 da 07:25 (UTC)
- Mard eo anavet ez eus daveoù da reiñ marteze ha mat pell zo ? Ne gavan ket dereat an tagadennoù personel. --Kadwalan (kaozeal) 30 Mae 2022 da 10:18 (UTC)
- Nag a gomzoù flour digant ur merour...
- C'hwerv on marteze met n'on ket mezv, ne gontan ket forzh petra, Huñvreüs. Fuloret 'oan o tizoloiñ o doa disklêriet bezañ aozourien pozioù am eus savet ma-unan (gw. https://repertoire.sacem.fr/). Brav eo lenn on meneget e levrenn ar pladennoù, peadra da sevel klemm ouzh ar SACEM marteze.
- Ma fell dit gouzout hiroc'h diwar-benn deroù ar strollad 'teus ket met goulenn diganin. Aze 'oas pa 'm eus kinniget dezhe kanañ e brezhoneg hepken ha kavet anv ar strollad? Pa 'm eus savet ar ganaouenn a zo deut he zitl da vezañ titl o albom kentañ, aroak ma 'vije adskrivet ar pozioù hep gouzout din?
- Na pelec'h 'oas pa 'm eus krouet ar strollad gant an dud dizonest-se?
- VJ 2A01:E0A:454:26F0:3D2B:E33B:F88A:CF7A 30 Mae 2022 da 16:08 (UTC)
- Sed amañ un dra all, ha kalz sklaeroc’h. Pa am eus lennet da zegasadenn am eus gwelet un tamall hep prouenn savet gant un den dianv, ha netra ken. Gallout a ran kompren penaos en em santes, met Wikipedia n’eo ket al lec’h mat evit skrivañ traoù eus ar seurt-se. N’eo ket amañ e saver klemm, ha ne c’heller ket ober gant gerioù evel «laerezh» hep menegiñ daveoù. Huñvreüs (kaozeal) 30 Mae 2022 da 16:27 (UTC)
- Ha pa skrivan «menegiñ daveoù»: ul lec’hienn personel n’eo ket a-walc’h evit ar pezh a fell dit ouzhpennañ d’ar pennad, ’m eus aon. Kompren a ran pegen diskontant out, met ne welan ket petra e c’hellfen ober. Huñvreüs (kaozeal) 30 Mae 2022 da 16:34 (UTC)
- "...ne welan ket petra e c'hellfen ober." Bout seven marteze.
- "Glepaj", "forzh petra", "lonket re", seblant a rez bezañ barrek war ar yezh, gallout a rez ober gant gerioù all emichañs, ar re-se n'int ket gwall blijus da lenn. Un diforc'h zo etre debat ha tabut.
- 'Rez ket bil, ne deuin ket en-dro d'ar bajenn-mañ. Ma gwalc'h 'm eus bet ha traoù all 'm eus d'ober. 2A01:E0A:454:26F0:3D2B:E33B:F88A:CF7A 30 Mae 2022 da 18:00 (UTC)
- Gwir eo ne oa ket plijus ar pezh am eus skrivet, digarez ac’hanon evit bezañ bet diseven. Marteze e c’hellez kompren e seblante da zegasadenn bezañ vandalerezh eus ar seurt a vez gwelet alies e pep wiki; evel am eus lavaret, da zisplegadenn zo un dra all penn-da-benn.
- Kemmet az peus ar bajenn c’hallek ivez; evit poent n’eo ket bet nullet ar c’hemm. Ne rin netra, traoù all am eus d’ober ivez. Huñvreüs (kaozeal) 30 Mae 2022 da 19:09 (UTC)