Kaozeal:Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 1931
An Okitan Antonin Magne? Aovergnat, sur, okitan zo un afer all! Bianchi-Bihan (kaozeal) 3 C'hwe 2015 da 17:09 (UTC)
Daveoù a vank : daoust ha lavaret en deus Magne e oa Okitan? Levrioù da gamarad Rivière zo marteze war da daol-noz, du-mañ eo persona non grata. Bianchi-Bihan (kaozeal) 3 C'hwe 2015 da 17:18 (UTC)
- Souezhus eo. Abaoe bloavezhioù e tifennez amañ ar soñjoù degaset gant an den-se diwar-benn an okitaneg.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 3 C'hwe 2015 da 17:20 (UTC)
Te eo Françoise Morvan ? Ne vefe ket souezhus rak evelti e kredez gouzout petra a soñj an dud hag e veskez a bep seurt mennozhioù d'ober da yod empenn. Amañ n'eus kaoz nemet eus Antonin, ha betek hen n'eus arguzenn ebet ganit. Striv un tamm, ha marteze e vo gwelet beg lost unan. Bianchi-Bihan (kaozeal) 3 C'hwe 2015 da 17:27 (UTC)
- Ha perak ec'h ez da gerc'hat an itron-se en degouezh-mañ? Souezhus eo se c'hoazh ur wech pa zifenn ar memes savboent eveldout: «Les occitanistes sont pourtant les plus mal placés pour accuser les autres de vouloir tuer des langues puisque ratifier la charte serait substituer l’occitan, fabrication politique totalement artificielle (comme le breton surunifié), aux langues d’oc : le gascon, le limousin, l’auvergnat, le provençal sont éliminés.» he lec'hienn»--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 3 C'hwe 2015 da 17:34 (UTC)
Rabat trelatiñ, Pipi: kontrol dit ne raen nemet farsal oc'h ober anv eus an itron, evit klask diskouez dit pegen droch e oa mont da gerc'hat da gamarad Rivière, pe unan all : an amalgamoù diskuizhus a vez priziet kaer gant ar re na ouzont arguzenniñ nemet a-dreuz parkoù. Ar gaoz eeun a zo, evel el linenn gentañ (uheloc'h) db Antonin Magne: degas dimp un arguzennig bennak ez pennad, ma vo gwelet. Bianchi-Bihan (kaozeal) 3 C'hwe 2015 da 17:48 (UTC)
- Ne gredan ket ur siseurt eus ar pezh a gontez din amañ, pa gendalc'hez war ar memes tro gant da atahinerezh («da gamarad Rivière» dixit, da skouer). Ma n'eo ket dizonestiz, petra eo? Ingal e savez a-enep an okitaneg hag a-enep Okitania war ar wiki-mañ.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 3 C'hwe 2015 da 18:27 (UTC)
Daoust ha trawalc'h eo bout ganet en ur rannvro okitan evit bout okitan? Neuze e vo lakaet pep rugbier da okitan (eus ur vro ha n'eus ket bet anezhi en istor). Daoust ha lavaret en deus Magne e oa okitan? Ma n'en deus ket, ma ne c'heller ket prouiñ, ma n'eo ket bet lakaet okitan e nep skrid, n'eo ket. Hag ali personel an Trechlider pe hini e gomper Edgar n'eo ket a-bouez, e-skoaz ali Magne: ma ne lar ket ez eo, ma ne lar den ez eo, n'eo ket. Bianchi-Bihan (kaozeal) 7 C'hwe 2015 da 08:47 (UTC)