Kaozeal:Troger

Evezhiadenn diwezhañ: 17 vloaz zo gant Bianchi-Bihan e kaozeadenn Gwiskañ gerioù

Penaos (ha gant piv) eo savet ar ger? Tro + ker? Neuze tro-ger, evel tro-gamm. Trog + er. Trogañ? Trokañ? Bianchi-Bihan 14 Mez 2007 da 20:23 (UTC)Respont

ganin-me (ha gwelet ec'h eus un termen all e lec'h all?). Savet evel "lostger", "rakverb", "raganv" (an holl anezhe hep tired). Da lâret eo spisaer + penn ha n'eo ket penn + spisaer. --Neal (Kaozeal) 15 Mez 2007 da 06:31 (UTC)Respont
Mat eo: frankiz da grouiñ a laran-me. Met:
  • pa vez resisaet eo gerioù ijinet, ha gant piv, eo sklaeroc'h ar jeu;
  • spisaerioù zo a ra kemmadurioù, ha feiz, tro a dlefe bezañ unan.
Bremañ ,n'on ket nec'het gant se. Bianchi-Bihan 16 Mez 2007 da 10:06 (UTC)Respont
setu, ne oan ket gwall sur (ha n'on ket c'hoazh) evit a sell ouzh ar c'hemamdur (ne vez ket graet atav, d.s. "etrebroadel"). Ha gallout a rafes kadarnaat ar fed ma ranker ober ar c'hemmadur vlotaat goude "tro" e degouezhioù evel-hjen. Ur wezh kadarnaet e vo kemmet. trugarez. --Neal (Kaozeal) 16 Mez 2007 da 10:13 (UTC)Respont

Adalek tro-c'houzoug betek tro-wenn e vez graet ur c'hemmadur war-lerc'h tro, ha n'anavezan ket evel rakger (lod all a ra marteze), met pep hini a ra pezh a gar. Dre amañ, bepred.

Gwiskañ gerioù

kemmañ

Ma klaskez ur rakger bennak e kinnigan dit c'hoari gant pak (pakger, ur ger paket brav), pe gronn (gronnc'her, divalav a-walc'h, pe gronnger, n'oufen ket dibab), pe gwiskger, evit ma n'afent ket da bourmen en o noazh. Bianchi-Bihan 6 Gou 2007 da 17:36 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Troger".