Er yezhoniezh e vez implijet an termen troger (saoz: circumfix) evit komz eus ur vorfemenn stag daou damm anezhi implijet evel kenger lakaet a bep tu d'ur vorfemenn bennañ, anvet ar wrizienn, da skouer an anvioù-gwan-verb rezih en alamaneg:

spiel- > gespielt
("c'hoari" > "c'hoariet")

Ral-tre eo an trogerioù e yezhoù Europa met stank pe stankoc'h e vezont implijet en un doare ingal gant yezhoù all ar bed, en o zouez arn indonezeg da skouer.

E yezhoù ken disheñvel hag ar brezhoneg, ar galleg hag ar gwaranieg e implijet trogerioù, daoust ha ma vezont skrivet stag ouzh ar verb pe get, evit sevel stumm-nac'h ar verboù, da skouer:

Brezhoneg
kanan > ne ganan ket
Galleg
il vient > il ne vient pas
Gwaranieg
japo > ndajapói
("ober" > "stumm-nac'h ober")

Gwelit ivez:

kemmañ