Kaozeal:Turkmeneg

Evezhiadenn diwezhañ: 18 vloaz zo gant Neal

perak e vefe ret skrivañ Afghanistan e brezhoneg kentoc'h evit brezhonekaat anv ar vro-mañ penn-da-benn hag ober gant Afghanistan? Goût mat a ran penaos e vez graet eus ar vro-mañ e yezh ar vro, n'emañ ket aze an dalc'h - petra a dalvez gh e brezhoneg, ha ma vez distaget 'g' abalamour da betra chom hep skrivañ 'g' hepken? ha n'eo ket klask goût petra a oa bet embannet gant an here pe me oar piv eo a fell din, met kentoc'h ur respont poellek evit implijet war ar wikipedia. a galon Neal 18 Gen 2006 da 12:49 (UTC)Respont

  • Ar respont poellek a c'hallan lavaret dit eo e vez krouet boazioù en ur yezh hag eo mat evit dazont ar yezh klask broudañ an holl d'ober gant an hevelep stumm evit ma c'hallfemp en em gompren hep klask atav distreiñ war dibaboù bet diazezet araozomp. Nag a amzer gollet oc'h adlakaat e kaoz traoù hon diarogerien e-lec'h sellet dirazomp ha plediñ gant ar pezh a chom da ziazezañ c'hoazh. Da be vat ? Spered al labour skoueriekaat an anvioù-lec'h estren zo bet harpet war daou breder kenstur : da gentañ doujañ ar muiañ posupl da stumm ofisiel ar vro hervez erbedadennoù an ABU, da eil kemer e kont memes tra boazioù skrivañ ar brezhoneg evit an anvioù anavezet mat. Mat, kinnig a ra an div reolenn-mañ un hent zo bet heuliet gant Ofis ar Brezhoneg, an Here, TES (dre an Ofis), Bremañ... Disoc'h an traoù zo ur roll broioù, anezhañ un treuzvarc'had, bet embannet war geriadur an Here hag implijet er c'helaouennoù brezhonek hag er skolioù. Ne gav ket din ez eus da luziañ an traoù pelloc'h, klask skignañ ar roll-se ar muiañ posupl zo d'ober bremañ. E kement yezh zo tout ez vefe tu da gavout abeg war stumm pe stumm met den ebet ne ra forzh gant se rak tout an dud a ra gant an hevelep stummoù. --Fulup 18 Gen 2006 da 17:26 (UTC)Respont

da lâret eo (hag arabat lakaat 'lavaret' e-lec'h 'lâret' bewech, nemet mar fell dit lakaat 'kornaoueg' e lec'h 'kornôg' evel-just!), e berr gomzoù, n'eo ket ret kompren na dielfennañ ar pezh zo bet embannet a-raok (nemet e vefe gant re vBrud Nevez da skwer 'michañs?) rak n'eus forzh penaos dre ma vez imlijet gant diwan (hag ur padrom e tlefe bezañ brezhoneg bugale diwan evit ar re all war tachennoù all ivez?) pe embannet gant TES e ranker doujña outañ zoken ma'z eo fall. kas a rin dit ur pennad bet savet ganin diwar-benn arvarioù a seurt-se c'hoarvezet er galizeg war an dachenn-mañ hag evit an hevelep abegoù mar fell dit (n'az po nemet kas dit da chomlec'h). betek-hen n'em eus bet klevet abeg poellek ebet. war a seblant e vefe mistri ar yezh a c'hell ober ar pezh o deus c'hoant hag ar re all a rank doujñ oute zoken p'o deus muic'h a skiant-prenet war an dachenn-mañ'r-dachenn. Neal 18 Gen 2006 da 18:36 (UTC)Respont

  • N'eo ket un afer a vezañ mestr war n'ouzon ket petra. Kentoc'h eo ur preder da ober gant ar stummoù lennek degemeret gant frammoù hag oberennoù dave hag en implij gant ar muianiver evit ma vo tu d'an holl en em gompren hag, evit ar pezh a sell ouzh Wikipedia war-eeun, sevel liammoù a ya en-dro etre ar pennadoù. --Fulup 19 Gen 2006 da 10:21 (UTC)Respont
    • Ya, kement-mañ a oaran mat a-walc'h dija ha n'eo ket ret hen adlâret bewech. pezh ne gomprenan ket re vat, avat, eo: a) piv eo ar muianiver' -se (re diwan dreist-holl 'michañs?) ha b) ma'z eo bet reizhet traoù bet embannet gant roparzh hemon, da skwer, gant re an here, abalamaour da betra ne c'heller ket reizhañ pe cheñch an traoù bet embannet gant an here pe tes h.a. ?

Neal 19 Gen 2006 da 11:22 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Turkmeneg".