Kaozeal:Twinkle Twinkle Little Star

Evezhiadenn diwezhañ: 10 vloaz zo gant Trec'hlid mitonet e kaozeadenn Kudenn liammoù etreWiki

O vont da genderc'hel gahnt al labour treiñ e oan, ne gavan ket roud eus ar skrid am boa ezhomm. Skuizh on gant ar re a gav o flijadur bemdez-Doue oc'h ober gar d'ar re all pa n'int ket gouest da genlabourat. Echu din labourat er bajenn-mañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 21 Mae 2013 da 06:24 (UTC)Respont

Un tamm poan am eus o krediñ. 1. Ezhomm eus ar skrid galleg evit treiñ an destenn saozneg a zo just a-dal? 2. Ne oa ket bet graet war-dro an treiñ abaoe ar 17 a viz Mae; 3. Ma ne oa ket echu al labour ne oa nemet ober gant binvioù ar Wikipedia brezhoneg, evel ar patrom "troidigezh" da skouer (amañ dindan).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 21 Mae 2013 da 07:23 (UTC)Respont
O treiñ ar pennad-mañ emeur
→ Evit gouzout hiroc'h sellit ouzh ar bajenn gaozeal ; evit kenderc'hel da dreiñ klikit war kemmañ ha kendalc'hit da lakaat e brezhoneg al lodennoù chomet en ur yezh all.

. Labourat a ran evel am eus c'hoant, ha n'on ket dindan urzhioù den ebet. Bianchi-Bihan (kaozeal) 21 Mae 2013 da 07:51 (UTC)Respont

Ar pezh a gont eo labourat diouzh Wikipedia.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 22 Mae 2013 da 14:38 (UTC)Respont

Twinkle kemmañ

To twinkle = stergannañ, pa gomzer eus stered (scintiller, evit ar re eo berr o saozneg ha hir o brizhvrezhoneg). (postet gant IP 2.14.51.111 d'an 22 Mae 2013 da 13:45)

Droed ho peus da adcheñch. strinkellikat a zo ivez.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 22 Mae 2013 da 14:38 (UTC)Respont
Ne dalv ket ar boan koll amzer gant tabuterien dizanv. Gwelloc'h rafent treiñ oberennoù klok William Hope Hodgson. Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 Mae 2013 da 18:02 (UTC)Respont
An den dizanv en doa labouret propik. Mat eo din kaout kant kenlabourer dizanv eveltañ, pa n'eo ket difennet kemer perzh ent-dizanv.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 22 Mae 2013 da 18:06 (UTC)Respont
An den dizanv a glask tabut, er pennad-mañ evel e pep pennad. Se a blij da lod, n'on ket re souezhet.
Traoù zo a vez difennet groñs d'an dabuterien er wikipedia, evel ober anv eus buhez prevez an dud. An eil gwech din degas kement-se da soñj. Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 Mae 2013 da 18:13 (UTC)Respont

Kemmoù: eus/evit kemmañ

Diwar-benn ar cheñchamant-mañ [1]: «d'am zikour d'ho trugarekaat evit eur c'hras ker kaer. (G. Morvan, Buez ar Zent, 1894, p.134). Trugarekaat unan bennak evit e skoazell. Geriadur Brezhoneg an Here, p.1338b.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 23 Mae 2013 da 10:43 (UTC)Respont

Ma n'eo ket trist!
Ha diwar-benn ar cheñchamant-mañ n'ez poa lavaret grik (tennañ "eus" da lakaat "evit") : http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Twinkle_Twinkle_Little_Star&diff=next&oldid=1508541
Kement-se ne brou nemet un dra: implijet e vez "evit " gant tud zo , ha gant tud all (an Uhel, Lan Inizan) ne vez ket. Geriadur an Here ne ra nemet adkemer Morvan. Marteze ne anavez ket skouerioù an Uhel hag Inizan? Neuze ez eus mankoù e-barzh, evel en holl c'heriadurioù.
Ur vuhez all zo e-kichen Buhez ar Sent . Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 Mae 2013 da 11:01 (UTC)Respont

Kudenn liammoù etreWiki kemmañ

> Peget em eus ar skrid er bajenn A ! vous dirai-je, maman, am eus reizhet he liammoù etreWiki.
> Dav e vo diverkañ ar bajenn-mañ neuze, evit ne vije ket e listenn ar pajennoù hep liamm etreWiki.
Sad Edgar (kaozeal) 9 C'hwe 2014 da 13:45 (UTC)Respont

Mat 'teus graet. Ma vefe eus un doare brezhoneg (marteze 'zo? gant Roparz Hemon? met ne'm eus ket kavet evit c'hoazh) e vefe neuze an traoù da vezañ dindan an titl brezhonek da'm soñj.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 9 C'hwe 2014 da 15:04 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Twinkle Twinkle Little Star".