Kaozeal:Valentin (pab)

Evezhiadenn diwezhañ: 14 vloaz zo gant Y-M D

D'am soñj eo Valentinus e tlefe bezañ anv ar pab, evel Lucius, Sergius, ha me oar. Nemet kavet e vefe un destenn vrezhonek bennak gant un anv all. Bianchi-Bihan 26 Mez 2010 da 08:34 (UTC)Respont

Heuliet am eus Roll ar bibien evit krouiñ ar pennadoù. N'eo ket bet reizhet ar roll neuze.--Gwendal 26 Mez 2010 da 08:37 (UTC)Respont
Gant ar brezel spontus en doa graet ar Benoni evit Lucius, e oan paouezet: Kaozeal:Lukius Iañ. Bianchi-Bihan 26 Mez 2010 da 08:49 (UTC)Respont
Hervez ar reolenn am eus kavet amañ Reolenn 5, e vez brezhonekaet anv ar bibien, sellout ouzh ar votadeg. Neuze Serj, Benead... Ma 'z eus ezhomm adwelet ar reolenn e vo adwelet. --Gwendal 26 Mez 2010 da 08:57 (UTC)Respont
Meur a zoare zo da gompren ar reolenn a zo bet votet, neuze div evezhiadenn:
  • 1) ar reolenn votet (ha votet hep klask kompren petra e oa an heuliadoù, evel nouspet gwech) ne roe ket galloud da ijinañ anvioù, galloud kemeret dichipot gant ur merour en amzer-se,
  • 2) ret eo displegañ petra eo ster ar gerioù a voter warne: brezhonekaat a zo lakaat e brezhoneg, ha pa ne vez anv brezhonek ebet petra a reer ? ijinañ? brezhonekaat n'eus forzh penaos? Ha piv en deus galloud da ijinañ hervez ar vouezhiadeg? Respont: ne oa ket kaoz eus piv er vouezhiadeg. Neuze e c'hallfe pep hini c'hoari pab ar brezhonekaad? Me gav n'eo ket re yac'h. Evit brezhonekaat anvioù latin (gant bennozh peseurt pab?) e vije ret gouzout latin ha brezhoneg mat.
Da echuiñ neuze, me gav din, e-lec'h ober n'eus forzh petra hag ijinañ n'eo ket falloc'h ober gant anvioù testeniekaet da vat: anvioù gwir an dud, hag a oa e latin. Hag holloueziadureloc'h, n'eus ket. Bianchi-Bihan 26 Mez 2010 da 11:20 (UTC)Respont

Ne roin ket va ali, met ar pezh 'zo sur eo ne c'hellomp ket (a hiniennoù) divizout gant petra 'vo graet. Ur reolenn a oa bet votet, betek-hen eo ret doujañ outi. Ha ma gaver e sav ur gudenn e c'hellomp digeriñ un diviz adarre. Da welet eo neuze... --Y-M D (kaozeal) 26 Mez 2010 da 20:54 (UTC)Respont

D'am soñj em eus displeget e oa ur skouer splann eus penaos lakaat en ur reolenn ar pezh na oa ket e-barzh. D'am soñj ivez, pa zibabez un anv e roez un ali hag e lakaez anezhañ da dalvezout. Lakaomp e c'hall bezañ alioù all.
Lavarout a rez Ne roin ket va ali, met ar pezh 'zo sur eo ne c'hellomp ket (a hiniennoù) divizout gant petra 'vo graet. Mat. Ma n'eo ket bet dibabet an anv Valentin ganit da-unan e c'hallez lavarout pelec'h ec'h eus kavet anezhañ? Ha n'in ket pelloc'h. Bianchi-Bihan 26 Mez 2010 da 21:31 (UTC)Respont
Gwir-tre eo da frazenn gentañ, met ma vez posubl lakaat en ur reolenn ar pezh n'emañ ket e-barzh e talvez n'eo ket bet terment ha spisaet a-walc'h ar reolenn-se, n'eo ket sklaer a-walc'h ha resis. Hag ezhomm 'zo neuze klokaat anezhi, n'eo ket kalz tra, met talvoudus-tre eo.
Pa lavaran Ne roin ket va ali e talvez n'emaon ket aze o klask kaozeal eus ar skouer resis-mañ, met eus ar reolenn dre-vras. Ne ran aze nemet ul labour merañ, da lavaret eo e seblant bezañ ur gudenn, pe traoù amspis gant ur reolenn hag e klaskan gwelet eus petra 'zo kaoz, penaos e vefe posubl reizhañ anezhi, ha peseurt oberiantizoù teknikel a vefe ezhomm d'ober (pe a c'hellfen ober) evit skoazellañ an diviz.
Marteze e vefe an davarn ul lec'h dereatoc'h evit komz eus ar gudenn hollek-se, hag amañ ul lec'h evit komz eus kudenn Valentin/Valentinus. --Y-M D (kaozeal) 26 Mez 2010 da 21:46 (UTC)Respont
"Valantin" evit ar sant lidet d'ar 14 a viz C'hwevrer (Buez ar Zent, 1894, p. 114). Memes anv evit ar pab?--Gwendal 28 Mez 2010 da 07:50 (UTC)Respont

Setu perak eo arabat hastañ d'ober dibaboù peurbadel: kemer amzer da studiañ n'eo ket fall ivez. N'eo ket evit se e ranker tremen hep sevel pennadoù avat: amzer zo da reizhañ ha gwellaat goude, gwir eo, met gwelloc'h diwall d'ober fazioù a roy kalz labour . Ma! Valantin pe Valentin? Sede perak e kavan gwelloc'h dibab an anv latin peogwir n'eus arvar ebet, koll-amzer ebet, tabut ebet, sklaer an afer evel lagad an naer. Sant Raymond Pennafort a zo lidet d'ar 14 a viz C'hwevrer em Buhez ar Sent (1912). Ma vez ret dibab etre an daou n'eus nemet votiñ. N'eo ket en demokratelezh emañ pep skiant? Bianchi-Bihan 28 Mez 2010 da 08:06 (UTC)Respont

Ur stumm all zo ivez : Volantin. Ar stummoù Valantin ha Volantin a gaver e brezhoneg komzet Bro-Leon, evel ma lenner e levr Mikael Madeg, Anoiou badiziant Bro-Leon (hag anavezet e oa an anv-se er vro, pa oa enoret ar sant en iliz Gwiler-Leon). Gant ar stumm Volantin en doa graet Roparz Hemon e-barzh e levr An tri boulomig kalon aour. Ar stumm Volantin ivez a gaver en e c'heriadur bihan galleg-brezhoneg (roll anvioù-tud, en dibenn).--Llydawr 28 Mez 2010 da 16:12 (UTC)Respont

Valentinegezh, e Geriadur Vallée. Din n'eus nemet un doare holloueziadurel en un degouezh evel-hen: anv gwir an den, an hini latin, ha menegiñ ar stummoù all er pennad, poblek, rannyezhel, pe me 'oar. Bianchi-Bihan 28 Mez 2010 da 16:29 (UTC)Respont

Kendrec'het on bet gant BB a-benn ar fin. Ma gomprenan mat, an anvioù orin latin a vije miret evel m'emaint da lâret eo gant al lizherennoù X, C ha PH?--Gwendal 28 Mez 2010 da 19:00 (UTC)Respont
Pa skriver e spagnoleg an anvioù spagnolek (Caracas, Quito) hag e saozneg an anvioù saoznek (William Shakespeare, ha n'eo ket Gwilherm Hej-e-C'hoaf) hag e galleg an anvioù gallek (Auxerre, Philippeville), hep kontaén an anvioù ruseg hag arabeg, ne welan ket penaos e vije brasoc'h diaezamant o skrivañ an anvioù latin... war-bouez ar re o deus stummoù brezhonek anat evel-just: Gregor, Benead, Yann, ... . Pa skriver Erasmus ha Jansenius e c'haller, d'am meno, mont dizaon betek ober gant Valentinus. Bianchi-Bihan 28 Mez 2010 da 22:15 (UTC)Respont
A-du a-walc'h ganeoc'h, mat 'vefe neuze adtermeniñ ar reolenn bet votet ur pennad amzer 'zo evit ma c'hellfen klokaat anezhi hag evit ma 'vo sklaer d'an holl. Ma c'hellfec'h da skouer sevel ur roll eus anvioù ar bibien, gwelet e vefe sklaer neuze an anvioù hag a vez lakaet e brezhoneg (peogwir ez eus outo) hag ar re a vez lakaet e latin. Trugarez deoc'h --Y-M D (kaozeal) 29 Mez 2010 da 20:26 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Valentin (pab)".