Kaozeal:Verb skoazell

Evezhiadenn diwezhañ: 15 vloaz zo gant Bianchi-Bihan e kaozeadenn Amzer vremañ hag amzer-vremañ

Verb-skoazell, marteze. Skorverb zo ivez.

Din-me eo heñvel ober gant "verb skoazell" (dibabet ganin ar stumm-mañ peogwir eo hennezh a gaver e geriaoueg Diwan) pe "verb-skoazell" (a gaver e Favereau). E geriadur Roparz Hemon ne gavan roud ebet eus "verb auxiliare" (marrteze n'em eus ket gouvezet klask...). Kudenn ebet ivez evit sevel un adkas diwar "skorver" (hag e vo graet) ha menegiñ ar stumm-mñ e korf ar pennad - met eus pelec'h e teu? Pezh ne gomprenan ket gwall vat avat eo perak o deus dibabet ar re bet savet gante geriaoueg Diwan ober gant "verb skoazell" kentoc'h evit gant "verb skoazellañ" o c'hoûit m'eo bet dibabet gante "ver emober" ha n'eo ket "verb-emc'hra" (a glotafe gant "tu-gra" degemeret gante) hag ivez m'eo bet graet gant Kervellan gant "verb damskoazellañ" ha neket gant "verb damskoazell". Neal (Kaozeal) 26 C'hwe 2009 da 12:22 (UTC)Respont
Ha poell zo er yezhoniourien, re Diwan pe re all? Bianchi-Bihan 26 C'hwe 2009 da 13:52 (UTC)Respont
war a welan neo ket tre... e brezhoneg d'an nebeutañ.

hag ur reolenn reizhskrivañ sklaer ez eus o tennañ da implij an tired e gerioù kevrennek evel-hen (rak ur ger kevrenn a c'hell bezañ daoust dezhañ bezañ skrivaet e daou damm, evel-just)? Da lâret eo, da skouer

A galon, Neal (Kaozeal) 26 C'hwe 2009 da 15:25 (UTC)Respont

Amzer vremañ hag amzer-vremañ

kemmañ

Setu ur ger a skriver e daou zoare:

  • Kemeromp pajenn 181
    • amzer-vremañ , ur wech
    • amzer vremañ , div wech
  • Evel-just e c'haller klask e pajennoù all, er bajenn 176 lakaomp:
    • amzer-vremañ , div wech
    • amzer vremañ , peder gwech
  • Evel-just e c'haller kenderc'hel gant ar c'hoari: dre vras, a gredan, e c'haller kavout ar reolenn-mañ: ur wech diwar deir e skriver gant un tired. Met n'eo ket skrivet ken fraezh-se el levr. Marteze en un adembannedur?
  • amzer da zont atav, pajenn 180, ha goude ivez moarvat, met n'in ket da wiriañ.
  • amzer-vremañ, hag amzer-da-zont, fraezh.

Ur c'heriaoueg zo er bajenn 219:*amzer vremañ, amzer da zont

  • Ne vez ket lakaet tired ebet war-lerc'h amzer, doare, verb, met lakaet e vez e-barzh anv-verb ha tu-gra.

Ar reolenn a welan eo homañ: pep hini a ra evel a gar, hervez an eur. Bianchi-Bihan 26 C'hwe 2009 da 17:46 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Verb skoazell".