Kaozeal:Vogalenn greiz

Evezhiadenn diwezhañ: 17 vloaz zo gant Neal

Hag eñ emaout e soñj da cheñch ar ger er patrom ivez?--Kadwalan 11 Mez 2007 da 08:01 (UTC)Respont

Ne oa ket ma soñj hen ober: sevel un adkas am eus graet n'eo ken. N'on ket a-enep kemmañ titl ar pennad avat evit ma kenglotfe titl ar pennad-mañ gant an doare bet implijet evit envel an holl vogalennoù all. Pe hini eo an doare ma kavez ar gwellañ: "vogalenn greiz" pe "vogalenn a-greiz"? Ober a rin hervez da soñj-tre. Trugarez adarre. Ha talvoudus e kavez ar penabndoù bet savet betek-ken war dachenn fonetik an distagañ? A galon, --Neal (Kaozeal) 11 Mez 2007 da 08:15 (UTC)Respont
Gwelloc'h eo din ober gant "vogalenn greiz". "V. a-greiz" zo blas an nevezc'her warni betek re evit beg ma fri. Ouzhpenn ne vez ket implijet. A-dra sur eo talvoudus da bennadoù yezhoniezh. Emañ ar wirionez ganit pa lavarez n'eus bet savet netra a seurt se e brezhoneg betek-henn. Daoust da se ne vezan ket ali ganit atav evit pezh a sell ar c'heriaoueg krouet. 'Meus ket bet amzer da respont da'z ger hir (!) eus an deiz all. Ret mat 'vo din ober. A galon --Kadwalan 11 Mez 2007 da 09:05 (UTC)Respont
Mat eo. Trugarez. --Neal (Kaozeal) 11 Mez 2007 da 09:08 (UTC)Respont
Ken nevez ha ken nevez eo vogalenn greiz ha vogalenn a-greiz. reishoc'h an droienn gentañ avat. A-greiz zo un araogenn gevrennek kozh a-walc'h e brezhoneg. Evel ma oar an hini en deus savet ar pennad marteze. Gout 'oar ivez ne vez ket lakaet araogennoù dirak netra. Bianchi-Bihan 11 Mez 2007 da 09:26 (UTC)Respont
Hag evel ma kompreno B-B e talvez ar ger "kreiz" amañ da anv-gwan dre ma vez doareet un anv-kadarn gantañ. Termenet e vez ar gerioù hervez o arc'wel er frazenn hag hervez an arc'hwel kevreadurezehl-se e vezont renket e rummadoù, ha n'eo ket ar c'hontrol. --Neal (Kaozeal) 11 Mez 2007 da 09:51 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Vogalenn greiz".