Kaozeal:Yann-Fañch Jacq

Evezhiadenn diwezhañ: 2 vloaz zo gant 2A01:CB08:8BB7:F100:91F6:AD4D:CDF5:2DB6 e kaozeadenn Kemmoù nullet

Goulenn diwareziñ

kemmañ

Poent e ve diwareziñ ar bajenn-mañ, ne gav ket deoc'h ? 176.172.149.200 22 C'hwe 2022 da 17:47 (UTC)Respont

Marteze, met perak? 2A01:CB08:89A8:5200:C902:8DC7:FE62:D1A5 22 C'hwe 2022 da 17:59 (UTC)Respont
Perak emañ gwarezet ? 2A01:CB08:890E:C600:3911:A0BA:26C9:62F4 22 C'hwe 2022 da 18:28 (UTC)Respont
Skolidi dezhañ o lezel gerigoù dizoare war ar bajenn, sañset... War e leve emañ YFJ bremañ. 176.172.149.200 22 C'hwe 2022 da 18:30 (UTC)Respont
Kalz traoù zo bet skrivet gantañ abaoe, diglok eo ar bajenn... 176.172.149.200 22 C'hwe 2022 da 18:33 (UTC)Respont

Evel war bajenn Bodenez, skornet war c'houlenn an den, dre vadelezh ur merour. Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 C'hwe 2022 da 07:37 (UTC)Respont

Ar genlabourerien a c'hall kemmañ ar bajenn. N'eus nemet an IPoù dizanv ha ne c'hallont ket. --Llydawr (kaozeal) 25 Meu 2022 da 20:01 (UTC)Respont
Gortozomp eta ma vefe ouzhpennet an traoù nevez gant ar "genlabourerien"... Marteze e 2035 ? 89.83.217.106 28 Meu 2022 da 14:52 (UTC)Respont
N'eo ket bras a-walc'h da bark da c'hoari? Bianchi-Bihan (kaozeal) 28 Meu 2022 da 15:05 (UTC)Respont

Kemmoù nullet

kemmañ

Ne gomprenan ket re abalamour da betra nullañ ar c'hemmoù-se, petra a oa an diaezamant ? Ne oa ket bet skrivet al levrioù-se gantañ ? --  Lekemok (kaozeal) 5 Mae 2022 da 20:48 (UTC)Respont

Degaset int bet gant hor mignon C’ha C’ha C’ha a oa o paouez ober goap ouzhin, n’am eus ket sellet ouzh an endalc’h a-raok nullañ. Huñvreüs (kaozeal) 5 Mae 2022 da 20:53 (UTC)Respont
Ez an da deuler ur sell neuze. Kollet e vezan gant an IPoù, n'anavezan den ebet ganto.   Lekemok (kaozeal) 5 Mae 2022 da 21:04 (UTC)Respont
"Votit evidon, biken ne rin tra hep asant ar gumuniezh, m'en tou !" 194.56.225.56 6 Mae 2022 da 08:03 (UTC)Respont

Ur gwir zastumad levrioù eo : Archives des Aes da lenn (fr) - Keit Vimp Bev, en o zouez reoù skrivet gant Yann-Fañch Jacq. A galon.--2A01:CB08:8BB7:F100:DC6D:B66B:48F:E01F 6 Mae 2022 da 09:01 (UTC)Respont

Un dastumad eus ar fazioù a gaver e levrioù an dastumad a c'hallfes ober ivez. 2A01:CB08:89A8:5200:10DB:3C13:8240:ED2D 7 Mae 2022 da 10:06 (UTC)Respont
Poellekat evezhiadenn ! Fazioù ha vioù-koukoug a vez kavet en holl levrioù, stank pe stankoc'h gwir eo. Ha sur oc'h e vije un dra zereat sevel ur seurt renabliñ e-keñver an oberennoù embannet e brezhoneg ? E-barzh un holloueziadur ? 2A01:CB08:8BB7:F100:91F6:AD4D:CDF5:2DB6 7 Mae 2022 da 14:04 (UTC)Respont
Ya, adlakaet 'meus ar c'hemmoù bet distaolet neuze.   Lekemok (kaozeal) 6 Mae 2022 da 21:11 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Yann-Fañch Jacq".