Kaozeal:Yann-Vari Perrot

Evezhiadenn diwezhañ: 9 bloaz zo gant Bianchi-Bihan e kaozeadenn Abad

Hag emaon o hunvreal pe ez eus un liamm war-du al lec'hienn communautarisme.net diwar-benn Yann-Vari Perrot? Addegas a ran da soñj eo neptu wikipedia. Gallout a reomp lakaat liammoù ha n'int ket neptu met serius da nebeutañ. Ni a oar avat eo forzh petra al lec'hienn-mañ. --Arko 10 Du 2007 da 10:08 (UTC)Respont

D'am soñj e c'haller lavarout petra eo soñjoù an dud a bep seurt, gant menegiñ piv int, ha petra zo bet embannet ganto. Setu, a gredan, an neptuegezh a c'haller tizhout. Met kaozeal a c'haller atav. Bianchi-Bihan 17 Her 2008 da 17:25 (UTC)Respont

Abad

kemmañ

Vikel parrez Sant-Nouga e oa Y. V. Perrot en urzhaz an Iliz katolik, da lavaret eo kure.
Un titl a enor a roer d'ur beleg eo "abad", alese an abad Perrot – gwelit « le bon abbé Blanès, curé de Grianta » (Stendhal, e La Chartreuse de Parme (1839). — 2.13.221.148 27 Gen 2015 da 17:39 (UTC)Respont

Moarvat e fell d'hor c'henlabourer dianav lavaret ez eo ar ger gallek "abbé" un titl a enor a roer d'ar veleien er yezh-se, evel "le bon abbé Blanès" pe c'hoazh "l'abbé Perrot". E brezhoneg avat ne reer ket evel-se, din da c'houzout. Ra sello hor mignon dizanv ouzh geriadur galleg-brezhoneg Ménard, p. 27, pe ouzh geriadur brezhoneg-galleg ha galleg-brezhoneg F. Favereau, p. 783, pe c'hoazh ouzh geriadur galleg-brezhoneg ar Glev (levrenn gentañ). --Llydawr (kaozeal) 27 Gen 2015 da 18:15 (UTC)Respont
A zo gwir evel-just, ha na vir ket e veze graet L'abbé Jean-Marie Perrot eus Yann-Vari Perrot (gw. levrlennadurezh ar bajenn). Ma evezhiadenn ne oa nemet evit lakaat anat n'eo bet biskoazh an abbé Perrot e penn un abati, daoust d'an titl a veze roet dezhañ. — 2.13.221.148 27 Gen 2015 da 20:29 (UTC)Respont

N'em boa ket soñj e oa anv eus an abad Perrot e romant Stendhal. Ret e vo din adlenn ar romant gallek eta. D'am soñj eo gwelloc'h disfiziout diouzh daveoù hon c'henlabourerien dianav betegoût e vefent douget d'ar faltazi. Bianchi-Bihan (kaozeal) 28 Gen 2015 da 06:30 (UTC)Respont

Piv n'eus lâret e oa meneg eus Perrot gant Stendhal ?? Dizonest eo da skrid.80.12.110.207 28 Gen 2015 da 07:16 (UTC)Respont

???Bianchi-Bihan (kaozeal) 28 Gen 2015 da 07:20 (UTC)Respont

Monumant ar re varv

kemmañ

"Er bloavezh 1982 ez eo troc'het, nebeut mizioù da heul Talbenn Dieubidigezh Breizh pe FLB a zistruj ar mein-koun d'ar re varv e Skrigneg": n'eo ket bet graet (nag anzavet) an taol Gant an FLB.

Distreiñ d'ar bajenn "Yann-Vari Perrot".