Karanos (mab da Fulup II)

Ur pennad Karanos zo ivez.

Karanos( Κάρανος), pe Caranus hervez al latin, a oa ur priñs bihan eus Makedonia et IVvet kantved kent JK. Mab e oa da Fulup II Makedonia ha d'e seizhvet pried Kleopatra, da lavarout eo e oa hantervreur da Alesant Veur. Ur c'hoar en devoa ivez, Europa, ganet un toullad deizioù a-raok marv ar roue.

Hervez Justinus e voe lazhet Karanos war urzh Alesant Veur e -336 ; hervez Paosanias ar Beajour eo Olympias, pedervet pried ar roue ha mamm Alesant, an hini a voe kiriek da varv Kleopatra ha Karanos.