Olympias (Ὀλυμπιάς / Olympiás e gregach), ganet war-dro 375 kent JK, marvet e 316 kent JK, a oa merc'h da roue Epeiros en hanternoz Hellaz kozh. Pried e oa da Fulup II, roue Makedonia, ha mamm da Alesant Veur ha Kleopatra Makedonia. Azeuliñ Dionysos a rae, ha hervez Ploutarc'hos, e kouske gant naered[1].

Olympias lorbet gant Yaou, kemeret gantañ stumm un naer. Murlivadur gant Giulio Romano, Mantova, Palazzo Te.
Olympias er "Promptuarii Iconum Insigniorum"
Neved an Doueed e Samothrake, al lec'h ma reas anaoudegezh gant he fried Fulup.
Dismantroù Templ Apollon e Delfi.

He buhez

kemmañ

Merc'h e oa da Neoptolemos Iañ, roue Epeiros, eus meuriad ar Molossoi. He breur Alesant Iañ Epiros a voe roue war-lerc'h o zad. O zierniezh, an Eakided, a ziskenne, emezo, eus an haroz Neoptolemos, mab da Ac'hilleüs.
Hervez a skriv Ploutarc'hos, en e levr Moralia, e oa anvet "Polyksena" da gentañ, ha kemmañ hec'h anv a reas e Myrtale a-raok hec'h eured, evel ur bazenn en he deskoni en ur c'hehelerezh bennak. Olympias eo an trede eus ar pevar anv anavezet dezhi: krediñ a reer e voe kemeret ganti da lidañ trec'h Fulup er C'hoarioù Olimpek e -356, hag a glot gant bloavezh ganedigezh o mab Alesant.
Diwezhatoc'h e oa anvet Stratonike, moarvat un anv-gwan lakaet warni pa voe trec'h war Eurydike e -317.

En em gavet e oa gant Fulup II Makedonia en enez Samothrake pa oa bet kenteliet war gevrinoù an Doueed Meur. Belegez Zeus e oa-hi neuze.

Dimeziñ

kemmañ

Pa varvas he zad Neoptolemos e -360 e voe lakaet e vreur Arymbas da roue Molossed Epeiros. E -357 e voe graet emglev etre Arymbas ha roue nevez Makedonia Fulup II Makedonia. Skoulmet e voe an emglev gant eured nizez ar roue, Olympias, d'ar roue amezek, ma teuas-hi da vout rouanez Makedonia, ha pevare pried ar roue.
Bloaz goude, e -356, e voe gounezet ar C'hoarioù Olimpek gant marc'h Fulup, hag evit lidañ an darvoud e voe roet d'e wreg Myrtale an anv Olympias. En hañv e c'hane o mab Alesant.

Fall e troio an eured abalamour ma oa troet Fulup da verc'heta ha ma oa lorc'hus ha kriz Olympias. Kaoz e voe da varv meur a hini, ha marteze da hini he gwaz.

E -337 ez eas Olympias da di he zad da Epeiros da chom pa orgedas Fulup ouzh Kleopatra, nizez d'ar c'hañseller Attalos hag e timezas dezhi. Goude hec'h eured e voe graet Eurydike eus ar plac'h nevez: Kleopatra a oa ivez anv merc'h Fulup hag Olympias.

Goude mavr Fulup

kemmañ

E miz Eost -336 e voe lazhet Fulup II. Daoust ma n'eo ket peursur e kreder eo war urzh Olympias e voe graet an taol, ouzhpenn ma skoazelle he mab Alesant da gemer ar galloud (met ne greder ket e kemeras Alesant perzh ebet er muntr). Hag e-pad ma oa Alesant o vrezeliñ en hanternoz ar rouantelezh e lakaas lazhañ Kleopatra hag he mab.

Pa'z eas he mab da aloubiñ Azia (ne welo ket anezhañ ken) e savas bec'h alies etrezi hag ar jeneral Antipatros a oa bet lakaet e penn ar vro, ma rankas-hi mont en harlu da Epeiros, e -331, ma chomas da c'houarn en anv ur mab-bihan dezhi, ganet d'he merc'h Kleopatra Makedonia ha d'he breur Alesant Iañ Epeiros, roue Epeiros. Goude marv he mab Alesant e -323 e klaskas adkemer un tamm galloud ha dimeziñ he merc'h intañvezet da Leonnatos da gentañ, ha goude da b-Perdikkas.
Pa varvas Antipatros e -319 e reas emglev gant Polyperc'hon, nevez-erru e penn Makedonia: ezhomm en doa-eñ eus mouezh rust mamm Alesant evit trec'hiñ war Kassandros Makedonia, mab Antipatros. A-gevret e teujont a-benn eus Fulup III Makedonia, hantervreur da Alesant, a voe lazhet war un dro gant e wreg Euryidike e -317.

Didruez e sko taolioù ar marv gant hec'h enebourien. Kassandros Makedonia a oa ur soudard arroutet mat, hag a-du gantañ e oa aet Roksana, gant he mab, mab Alesant Veur. Lakaat a reas seziz war gêr Pydna, ma oa repuet Olympias; kodianañ a reas-hi, prometet dezhi ne vije ket tennet he buhez diganti. Deroet e voe gant Kassandros da gerent an dud he devoa lakaet lazhañ.

Barnet e voe, kondaonet, ha meinataet e -316.

Olympias er sinema

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • (en) E. Carney, Olympias, Routledge, New York, 2006 (ISBN 0-415-33317-2)
  • (fr) C. Jouanno, « Alexandre et Olympias, de l'histoire au mythe », Bulletin de l'association Guillaume Budé, 3 (1995), p.211–230
  • (en) G.H. Macurdy, Hellenistic Queens: a Study of Woman-Power in Macedonia, Seleucid Syria, and Ptolemaic Egypt, Johns Hopkins Press, coll. « Studies in Archæology », n° 14, Baltimore, 1932
  • E. Kornemann, Femmes illustres de l'Antiquité, Horizons de France, 1958.

Notennoù

kemmañ
  1. An drocherezh diwar-benn an naered a deu eus Buhez Alesant gant Ploutarc'hos (2.6), hervez Robin Lane Lox, Alexander the Great 1973, 26 ha notenn p. 504.