Kleopatra Makedonia
|
- Ur pennad Kleopatra zo ivez.
Kleopatra Makedonia, pe Kleopatra Epiros, ganet en -355 ha marvet en -308, a oa merc'h d'ar roue Fulup II Makedonia ha da Olympias Epiros ha c'hoar da Alesant Veur. Div hanterc'hoar he doa ivez, Thessalonike ha Cynane, hag un hantervreur, Fulup III Makedonia.
Savet e voe e Pella gant he mamm.
En 337 kent JK (336?) e timezas d'hec'h eontr Alesant Iañ Epiros, roue Epiros, ha breur d'he mamm Olympias. E-pad an eured e voe lazhet he zad Fulup II Makedonia . Ha hi gant he breur Alesant da Epiros. Eno e c'hanas daou vugel:
- ur mab, Neoptolemos II
- ur verc'h, Kadmeia.
Pa intañvezas en 326 e voe tutorez o mab Neoptolemos II. Klask a voe warni da zimeziñ pa varvas he breur Alesant e 323, gant meur a jeneral makedoniat, rak ar re-se a felle dezho dimeziñ dezhi evit kaout gwir da ren war an impalaeriezh pe war Makedonia da vihanañ.
Leonnatos a oa da zimeziñ dezhi, met mervel a reas er brezel guerre lamiaque en 322. Perdikkas, an hini a blije dezhi evit-doare, a voe muntret en 321. O vont e oa da zimeziñ da Ptolemaios ( a vo faraon goude), met lazhet e voe-hi gant Antigonos ar Borgn en 308.