Ur garavelenn[1](caravela e portugaleg) zo un doare lestr dre lien graet gant Portugaliz er XVvet kantved hag er XVIvet kantved, e Marevezh an Dizoloadegoù, evit ober beajoù pell.

Ar garavelenn Vera Cruz war an Tejo, e Lisboa

Implij kemmañ

 
Karavelennoù en uhelvor, el levr Christophe Colomb vu par un marin

Moraerien vrudet o deus merdeet gant karavelennoù.

Bartolomeu Dias a erruas e Kab ar Spi Mat en 1487-1488.

Gant div garavelenn, ar Pinta hag an Niña, hag ar garakenn Santa Maria, eo ez eas Kristof Kolomb da Amerika en 1492. Vasco da Gama e voe an Europead kentañ da zegouezhout en Indez gant ur garavelenn.


E 1522 e voe hedet aodoù Aostralia gant teir c'haravelenn Cristóvão de Mendonça.


Notennoù kemmañ

  1. Karavelenn e lodenn c'hallek Geriadur Hemon-Huon e 2005, hogen karavellenn e Geriadur Al Liamm 2014, p. 424, karavelenn p. 963;