Karel Jaromír Erben
Karel Jaromír Erben (distaget [ˈkarɛl ˈjaromiːr ˈɛrbɛn] e tchekeg ; 1811 – 1870) a oa ur skrivagner tchek, istorour, barzh ha dastumer kanaouennoù ha kontadennoù.
Brudet eo e zastumad Kytice ("boked", "torkad"), ennañ barzhonegoù awenet gant folklor e vro. Skrivañ a reas ivez Písně národní v Čechách ("kanaouennoù pobl Bohemia"), ennañ 500 kanaouennoù ha Prostonárodní české písně a říkadla ("kanaouennoù pobl tchek ha rimadelloù"), ul levr a lakaas ennañ ar braz eus kanaouennoù hengounel ar vro.
Ganet e voe d'ar 7 a viz Du 1811 e Miletín, e-kichen Jičín. Mont a reas da skol-veur Praha d'ober e studioù. Eno e studias prederouriezh ha gwir. Stagañ a reas goude da labourat er Mirdi Broadel (Národní muzeum), gant an istorour František Palacký, adalek 1843. Kemer a reas penn ur gazetenn e 1848. E 1850 e teuas da vezañ sekretour dielloù ar Mirdi Broadel, met paouez a reas e 1851 evit mont da benn an dielloù e kêr Praha. Mervel a reas d'an 21 a viz Du 1870, gant an droug-skevent.