Kastell Örebro
Kastell Örebro zo ur c’hastell eus ar Grennamzer en Örebro, e proviñs Närke, e kreiz Sveden.
Kroget e voe d’e sevel er XIVvet kantved, da vare ar roue Magnus Eriksson. Kresket e voe dindan ren an tiegezh Vasa, hag adsavet da ziwezhañ war-dro ar bloavezh 1900.
Emañ ar c’hastell war un enezenn, er stêr Svartån. E-pad kantvedoù en deus talvezet da ziwall ar pont a ro tremen dreist ar stêr-se.
E-pad daou gantved eo bet lec’h-annez gouarnour ar gontelezh. Abaoe 1935 ez eo ur monumant digor d’ar weladennerien, hag ur mirdi zo ennañ.