Kastell Hoensbroek
Kastell Hoensbroek (Kasteel Hoensbroek e nederlandeg, pe Gebrookhoes) zo unan eus kestell brasañ an Izelvroioù. Emañ e Hoensbroek, ur gêr eus proviñs Limburg.
Eus 1360 pe war-dro eo al lodennoù koshañ eus ar c'hastell, evel an tour ront. En amzer-se e voe savet gant Herman Hoen, met ur savadur all a oa war al lec'h diagent, ur voudenn-gastell savet war-dro 1225. En ul lec'h kreiz e Dugelezh Brabant e oa ar c'hastell, war hentoù a bouez evit ar c'henwerzh, etre Maastricht, Aachen ha Köln, ha kresket e voe meur a wech, betek dont da vezañ ar c'hreñvlec'h brasañ etre ar Roen hag ar Maas. Kontañ a reer 67 sal disheñvel ennañ.