Kastell Hohenwerfen
Kastell Hohenwerfen zo ur c’hastell bras eus ar Grennamzer pintet war ur roc’h e menez Hochkönig, a-us kêr Werfen en Aostria[1]. Eus an XIvet kantved eo ar savadur.
Istor
kemmañSavet e voe ar c’hastell kentañ etre 1075 ha 1078 e-pad an Tabut etre ar bibien hag an impalaerien santel, war urzh an arc'heskob Gebhard von Salzburg[2]. Gebhard a oa a-du gant ar pab Gregor VII. Tri c’hastell bras a oa evit difenn arc’heskopti Salzburg diouzh armeoù an impalaer Herri IV : hini Hohenwerfen, hini Hohensalzburg e Salzburg ha kastell Petersberg e Friesach.
Skarzhet e voe an arc'heskob Gebhard e 1077 e ne c’hallas ket distreiñ da Salzburg a-raok 1086, ha mervel a reas e kastell Hohenwerfen daou vloaz diwezhatoc’h.
Filmoù
kemmañMeur a film zo bet troet e kastell Hohenwerfen. En o zouez emañ :
- Where eagles dare (1968)
- Just Married (2003)
- The 10th Kingdom (2000)
- Frankensteins Tante (1987)
- The Man in the High Castle (2015)
Liammoù diavaez
kemmañ- Salzburg-Burgen: Burg Hohenwerfen (de) (en) (it)
Notennoù
kemmañ- ↑ HOHENWERFEN FORTRESS - FESTUNG HOHENWERFEN, visit-salzburg.net
- ↑ THE HOHENWERFEN CASTLE FUNICULAR, gondolaproject.com