Kastell Hunedoara
Kastell Hunedoara, anvet ivez Kastell Corvin (Castelul Hunedoarei pe Castelul Corvinilor e roumaneg, Vajdahunyadi vár en hungareg) zo ur c'hastell e Roumania, unan eus ar re vrasañ en Europa. Emañ e Hunedoara, e mervent Transilvania.
Savet e voe ar c'hastell kentañ e dibenn ar XIVvet kantved pe e deroù an XVvet kantved. Ur c'hastell-kreñv e oa ar c'hastell kentañ-se, dezhañ mogerioù tev. Er XVvet kantved e voe degaset kemmoù dezhañ gant e aotrou, Iancu Hunedoara (pe Hunyadi János). A-hed ar c'hantvedoù e voe lec'h-annez priñsed Transilvania, en o zouez Mathias Corvin, Gabriel Bethlen pe c'hoazh Mihály Apafi Iañ. Brasaet e voe ar c'hastell gant an holl dud-se, er XVvet, XVIvet ha XVIIvet kantved. Labourioù adkempenn a voe graet en XIXvet kantved.
Freskennoù kozh a gaver er c'hastell. Er porzh diabarzh ez eus ur feunteun : hervez ar richenn e oa bet kleuzet gant prizonidi durk e-pad pemzek vloaz, betek kavout dour.