Kastell Sruighlea
Kastell Sruighlea zo ur c'hastell e kêr Sruighlea, e Bro-Skos. Unan eus kestell brasañ ha pouezusañ ar vro eo, savet war un dorgenn, a-us kreiz kêr. Ur monumant istorel eo, meret gant Historic Scotland, aozadur savadurioù istorel Bro-Skos. Meur a hini eus rouaned ha rouanezed Bro-Skos a voe kurunennet e kastell Sruighlea, hag en o zouez Mari Stuart e 1542.