Catherine Bush, anavezetoc'h hec'h anv-micher Kate Bush, zo ur ganerez saoz ganet e 1958 e Bexleyheath (Kent, Bro-Saoz). Brudet eo he fladennoù labouret pervezh hag he mouezh dibar.

En em lañset eo e bed ar sonerezh gant sikour David Gilmour, soner er strollad Pink Floyd, ha labouret he deus gant Peter Gabriel, Prince, Eric Clapton, met ivez Alan Stivell (albom The Sensual World).

He c'hanaouenn gentañ hag anavezetañ e Bro-C'hall, "Wuthering Heights" (albom The Kick Inside) a oa bet awenet gant oberenn Emily Brontë. Diouzhtu he doa diskwelet Kate Bush e felle dezhi kinnig sonerezh disheñvel: e-kreiz prantad ar punk eo e teue da ganañ ar ganaouenn-mañ en ur ober dañsoù droch (stummet e oa war an dañs klasel) gant gwiskamantoù souezhus.

Hec'h albom diwezhañ Aerial (2005) a zo seder ha sioul, ha resevet en deus un degemer a-feson eus perzh ar gazetennerien, a zo boaz da reiñ dezhi al lesanv "Sorserez ar son".

Pladennoù

kemmañ

Videoioù

kemmañ
  • 1981 Live at the Hammersmith Odeon
  • 1983 The Single File
  • 1986 Hair of the Hound
  • 1986 The Whole Story
  • 1989 The Sensual World: The Videos
  • 1993 The Line, the Cross and the Curve

Daveennoù

kemmañ


Liammoù diavaez

kemmañ