Kavell (gwele)
Ur c'havell (liester : kevell) a zo ur gwele bihan ma vez lakaet da gousket ar babigoù hag ar vugale vihan, dindan 2 pe 3. Fardet e vez e meur a stumm ha meur a danvez (koad, kerdin, metal), met ur perzh a zo dezhañ : emañ tro-war-dro d'al lec'h ma vez lakaet ar bugel en e c'hourvez warnañ un diardro a-blom ken ne c'hell ket ar c'hrouadur na kouezhañ dre zegouezh na diloc'hañ hervez e youl.
Alies e vez fardet an arrebeuri-mañ ken e c'heller luskellaat anezhañ ha lakaat buanoc'h ar bugel da c'housket. Luskellennoù (-babigoù) a vez graet eus ar gevell a-istribilh da vezañ roet ul lusk dezho.
Pa veze gweleoù-kloz e Breizh gwechall e veze lakaet ar babigoù e c'hevell-stign a-istribilh. Tud all o doa kevell e koad a lakae anezho war ar c'houfr a veze a-wechoù a-raok ar gwele-kloz ha lodenn anezhañ peurvuiañ. Ar bank-tossell a veze graet eus ar bank ha koufr-se.
Kav+ell. Kav a vez graet eus un dra a zo dezhañ un donder. Al lostger -ell a zo ouzhpennet d'ar perzh pennañ a zo d'un draezenn. Sell ouzh brañsigell, gwarell, kammell, stlakell...
Dre skeudennadur
kemmañPa'z eo er c'havell e krog spered an Den da zihuniñ e vez graet kavell eus ul lec'h m'eo diwanet ur meiz pe un teknik. Kavell an demokratelezh eo bet Bro-C'hres, da skouer.