Kazel
Ar gazel eo al lodenn eus ar c'horf dindan ar vrec'h, stok ouzh ar bruched. Pep den en deus divgazel.
Kazel ur gwaz, graet gantañ un tamm krennañ d'ar blev en e zivgazel.

Ur veleganez e bikini o tiskouez he divgazel lamet o blev dioute.
BlevAozañ
Blev a gresk aze da vare ar gaezouregezh, ha tud zo, merc'hed dreist-holl, a gav gwelloc'h touzañ ar blev-se. Brudet eo ivez da vezañ unan eus lodennoù ar c'horf a daol c'hwezh fall. Gant skoazell ar bruderezh e vez gwerzhet a bep seurt dourennoù c'hwezh-vat da flistrañ dindan ar c'hazelioù evit lazhañ ar c'hwezhioù displijus.
Kazel ha kazeliadAozañ
Alies e vez douget traoù dindan ar gazel, a vez lavaret. A-wechoù e lavarer ur gazeliad eus ar c'hementad traoù douget. Tud zo a blij dezho pourmen daou-ha-daou, kazel-ha-kazel.
Kazel-gêAozañ
Bezañ dindan gazelge, pe dindan gazel-gê, a zo bezañ sordet ha dic'houest da fiñval.