Kemennadur
Ar c'hemennadur a zo argerzh kemmadur an ditour dre ur sistem-arouezioù boutin. Bez' ez eus ur skiant ar c'hemmenadur nes da Skiant an Ditour hag al Levraouegoù.
Iskevrennad eus | information exchange |
---|---|
External data available at URL | http://data.europa.eu/euodp/en/data/group/eurovoc_domain_100150 |
Dezverket dre | Media, form of communication |
Istor | history of communication |
Pleustret gant | director of communications, communications consultant, communications manager, communications adviser |
Implijet gant | mediaoù |
Tikedenn Stack Exchange | https://stackoverflow.com/tags/communication |
Ar ger latin communicare a veze implijet gant ar Romaned p'o-doa savet ur sistem evit kas lizhiri war hentoù an impalaeriezh a-bezh. Komprenet o-doa e tlee ar galloud bezañ ar muiañ ditouret hag ar gwellañ dastumer anaouedegezhioù.
Tipoù ar c'hemmenadurioù
kemmañStummoù hag elfennoù ar c'hemmenadur denel
kemmañKalz a deoriennoù a zo bet savet evit deskrivañ ar c'hemmennadur etre an Dud.
Evit daouhanteriñ an anaoudegezh hag ar skiant-prenet e pleustr an Den gant ar c'hemennadur. Stummoù pennañ evit ar c'hemmenn a zo yezh ar sinoù, ar c'homz, ar skritur, ar jestroù hag ar skingaserezh. Etreoberiant pe treuzoberiant pe vennet pe divennet e c'hell bezañ ar c'hemennadur. Bez' e c'hell bezañ komzet pe nann-gomzet. Ouzhpen-se e c'hell bezañ intrapersonel pe etrepersonel.
Levezon an teknologiezh war ar c'hemennadur
kemmañGant ar pellskriver (Chappe, 1805) e krog an teknologiezh da zispak e varregezhioù. Kreñvoc'h e teu da vezañ pouez an teknologiezh e kavadenn ar pellskriver tredan hag er XXvet kantved, ar pellgomz, ar skingomz hag ar skinwel a ginnig moienoù evit tizhout milionoù a dud ken e lavarer ez int mediaoù a-yoc'h.
Stummoù nevez evit an daouhanteriñ a zeu pa ya ar c'hemennadur dre skingaserezh eus an divizoù etre un nebeud tud (kendiviz, kaoz dre skingomz) ha skignadenn a-stroll kemennoù simpl (skinwel ha sinema).