Keinvanoù

pemp ha ugentvet levr ar Bibl, kediad ar 5 pennads, eget lavar war istor ar Yirmia

Levr ar C'heinvanoù (Kv) lakaet er Bibl katolik e-touez al levrioù profedel, a vez e Bibl hebraek etre Levr ar Prezeger hag hini Ester. Unan eus ar Rolladoù (Rout, Kanenn ar C'hanennoù, Prezeger, Keinvanoù hag Ester) eo. Testennoù a ver lennet gant ar Yuzevien da geñver ar yun bras e-koun an darvoudoù c'hoarvezet e 587 kent JK pa voe distrujet Jeruzalem hag an Templ gant arme Nabuc'hodonosor[1].

En em c'houlenn a ra an oberour penaos en deus an Aotroù aotreet ur gwallzarvoud ken mantrus, ha lezel a ra e galon da zisplegañ a-hed ar barzhonegoù e c'hwervoni hag e glemmoù[1].

" A-dreuz an hirvoudoù e teu ar skrivagner en anv ar bobl a-bezh da anzav ar pec'hedoù o deus degaset warno konnar ha kastiz, ha setu an emszistro d'an Aotroù, mestr an istor, o tigeriñ dirazo, dre ur geuzidigezh wirion hag ivez ur fiziañs didrec'hus, engortoz da eur an drugarez hag ar pardon, mare ar frealzidigezh hag ar silvidigezh."[1]

Lakaet eo bet ar C'heinvanoù war gont Yirmia N'heller ket bezañ sur. Soñjal a ra an dezvarnourien ez eo bet skrivet an oberenn nepell diouzh mare ha diouzh lec'h an drouziwezh[1].

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. 1,0 1,1 1,2 ha1,3 Troidigezh An Tour-Tan, levrenn4, p 284