Yirmia pe Yeremia[1], pe Jeremi[2], Jeremia e latin, יִרְמְיָהוּ en hebraeg, a zo unan eus tri profed bras an Testamant Kentañ. E anv a dalvez "an Aotrou a sav", pe "a zo uhel".

Yirmia
Duccio di Buoninsegna,
1308-1311

Setu ar pezh a gaver diwar e benn e pennad kinnig Levr Yirmia e troidigezh An Tour-Tan (Levrenn 3, 1983, p70-71) :

« Ganet e voe en Anatot, damdost da Jeruzalem, a ouenn velegel, war-dro 650 KHS.
Evel Yeshaia e prezegas Yirmia e Rouantelezh Yehouda, adalek 627 betek 587, hag eveltañ ivez e-pad daou-ugent vloaz, dindan ren ar rouaned Yoshia, Yehoahaz, Yehoyakim, Yehoyac'hin ha Sidkia. Desket bras e seblant bezañ bet, hag anavezet mat eo gantañ ar Skriturioù. [...]Dalc'hmat e sav e vouezh enep an idolouriezh, ha dre ma skuilher ken aezet ar gwad didamall, dre ma klasker ar gonidoù dreist pep tra ha dre ma weer ar barnioù ez-direizh. [...] Ar retañ holl n'eo ket al lidoù, met distreiñ davet an Aotroù a holl galon, dieubiñ e vreudeur sklaved, santelaat ar shabat...
En ur mare gwall garv evit e vro, e lavaro Yirmia didro e soñjoù diwar-benn ar politikerezh, d.s. oc'h erbediñ ar bobl da sujañ da roue Bavel hag e sacho warnañ e-unan, en abeg da se, kalz a drubuilhoù hag a heskinoù. Met ul lusk en e ziabarzh hag e c'hred evit an Aotroù her redio atav da gomz ouzh ar bobl, re zibreder evit gwelout ar reuzioù bras o tonet war Jeruzalem.[...]
Tennet en desped dezhañ d'an Ejipt war-lerc'h ar Yuzevion tec'het ahont goude ma voe kemeret Jeruzalem gant roue Bavel, Yirmia a skrivo alehont d'an harluidi evit o frealziñ ha reiñ dezho ar goanag d'an distro ha da adunvaniezh meuriadoù pobl an Aotroù. [..] Hervez lod e stlejas Yirmia e vloavezhioù diwezhañ e bro Ejipt, hervez darn all e varvas e Bavel.
Klemmvanoù kaer a gaver e levr Yirmia ha brudet eo ar profed war gement-se. Ur barzh donezonet-tre ez eus anezhañ, hag e zoare-skrivañ a chom peurvuiañ didro ha plijus, gant skouerioù niverus. »

Hervez darn eus ar viblourien e vije aozer ar C'heinvanoù ivez met ur fazi e vefe evit lod all[3].

Daveoù kemmañ

  1. E troidigezh An Tour-Tan e kaver an daou stumm
  2. E troidigezh Gwilh ar C'hoad, 1897
  3. Dictionnaire culturel de la Bible, Tempus Perrin, 2010 (ISBN 978-2-262-02754-4)