Hervez an Testamant Kentañ, Matania a oa roue Yehouda er VIvet kantved kent JK.

Mibien Sidkia lazhet dirak e zaoulagad, engravadur gant Gustave Doré, 1866

Mab e oa da Yoshia ha da Hemoutal, merc'h da Yirmia, eus Livna, ha eontr da Yehoyac'hin. Lakaet e voe da roue Yehouda gant Nevoudc'hadnesar e plas e niz dindan an anv a Sidkia[1] e 598 KJK.

Setu ar pezh a lenner diwar e benn en Eil Levr ar Rouaned :

« Hag e reas ar fall ouzh daoulagad an Aotroù, a-grenn evel m'en doa graet Yehoyakim. Konnaret e oa bet an Aotroù enep Jeruzalem hag enep Yehouda ken en devoa distaolet anezho diwar e zremm. Hag e tispac'has Sidkia enep roue Bavel » (2R 24, 19-20)[2]
« D'an navet bloaz eus e ren [...] e teuas Nevoudc'hadnesa, roue Bavel, gant e holl arme, enep Jeruzalem ; [...]. Hag e kouezhas ar gêr dindan seziz, betek an unnekvet bloaz eus ar roue Sidkia. [...] Hag e redas armead ar Galdeaned war-lerc'h ar roue, hag e tapjont anezhañ e kampoulloù Yeriho. Hag e holl arme a yeas a-stlabez a-zigantañ. Pa voe tapet ar roue, e voe kaset davet roue Bavel, betek Rivla, hag e voe lavaret dezhañ ar varn : mibion Sidkia a voe lazhet ouzh e zaoulagad, ha daoulagad Sidkia a voe dallet, hag eñ a voe ereet gant chadennoù ha kaset betek Bavel. [...]
Hag e voe devet ti an Aotroù ha ti ar roue, hag holl diez Jeruzalem : an holl diez bras a voe tangwallet. Ha mogerioù Jeruzalem, tro-war-dro, a voe diskaret, [...] ha restad ar bobl a voe harluet [...].
Hag e voe harluet Yehouda diouzh e zouar. » (2R 25, 2-21)[2]

  • 587 KJK eo bloavezh diwezhañ rouantelezh Yehouda, hini distruj [[Jeruzalem )) ha penn-kentañ an Harlu.

Hervez Eil levr ar Rouaned e voe laket an dud a oa manet e bro Yehouda e karg un den anvet Gedalia, mab Ahikam, mab Shafan hag a voe lazhet gant un nebeud ofiserien eus arme Yehouda .

« Hag e savas ar bobl a-bezh, adalek ar re vihan hag ar re vras, gant ofisourion ar soudarded, hag ez ejont d'an Ejipt, aon dezho rak ar Galdeaned. »[3].

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. "Sedesias" e troidigezh Gwilh ar C'hoad (hebraeg : צִדְקִיָּהוּ - Şidhqiyyāhû - « YHWH eo ma gwir » ; gesianeg : ζεδεκιας ; latin : Sedecias; arabeg : صدقيا, Şidqiyyā) p 349
  2. 2,0 ha2,1 (br) Troidigezh An Tour-Tan, eil levrenn, pp. 196-197.
  3. 2R 25-26, Troidigezh An Tour-Tan, eil levrenn, p. 197.