Kompiler

programm stlenneg
(Adkaset eus Kempuner)

Ur c’hompiler, pe ur c'hempuner, a zo ur meziant a dro ur program eus e stumm mammenn — un destenn — d’ur stumm binarel a c’hell bezañ peurgaset gant un urzhiataer, peurliesañ dindan kontroll ur reizhiad korvoiñ resis.

Labour ur c’hompiler

kemmañ

Dielfennerezh geriadurel

kemmañ

Da gentañ e vez lennet pep arouez er vammenn. Strollet e vez an arouezoù e jetoueroù. Da skouer, el linnen-mañ:

frouezh = avaloù + perennoù

Strollet eo f, r, o, u, e, z, h evit sevel ar jetouer frouezh.

Dielfennezezh sintaksel

kemmañ

Strollet eo ar jetoueroù, « gerioù » ar program, evit ober « frazennoù » a c’hell bezañ peurgaset gant un urzhiataer. Gant ar memes skouer eo savet un heuliad oberiadurioù : sammañ avaloù ha perennoù, lakaat an disoc’h e frouezh.

Gwiriañ an tipoù

kemmañ

Rankout a ra tipoù ar variennoù bezañ kempoell. Er skouer a-üs e rank avaloù ha perennoù bezañ niveroù, ha n’eo ket, da skouer, chadennoù (variennoù a zo testennoù enno).

Produiñ kod binarel

kemmañ

Troet eo ar frazennoù da god binarel a ra gant kement urzhioù a c’hell an urzhiataer hag ar reizhiad korvoiñ peurgas.

Gwellaat ar c’hod

kemmañ

Dielfenn a ra ar c’hompiler ar c’hod binarel evit klask lakaat tammoù kod efedusoc’h e lec’h ar re produet e penn kentañ.

Lennadur

kemmañ
  • (en) Compilers: Principles, Techniques, and Tools, Alfred V. Aho, Monica S. Lam, Ravi Sethi, Jeffrey D. Ullman, Pearson Education, Inc., 2006.