Kendall Jenner
Kendall Nicole Jenner, ganet d'an 3 a viz Du 1995, zo un top model ha maouez ar skinwel stadunanat.
Kroget eo da vezañ gwelet er skinwel en abadenn war ar chadenn E! anvet Keeping Up with the Kardashians. Jenner a zo ivez un top model a vez lakaet da dalvezout el luskad "the Instagirl era" gant Vogue magazine, pe "Social Media Modeling" gant Harper's Bazaar, dre ma vez choazet ar re model dre internet hag hervez an niver a followers.
E miz Ebrel 2017 e oa unan eus ar 15 den brudetañ war Instagram. E 2017 ivez, Jenner a oa deuet da vezañ an top model paeet ar muiañ dre ar bed-holl hervez listenn ar Forbes.