Kengereg
Ur c'hengereg zo un elfenn optek implijet evit luc'hterriñ ar gouloù, disteurel anezhi pe da zispartiañ anezhi en he elfennoù diazez (skinoù disheñvel ar ganevedenn evit ar gouloù gwenn). Da gustum e vez ur c'hengereg eeun gant ur sichenn dric'hornek, gret gant un danvez boull : gwer, pleksiglas, peurgetket.
E sell an optik geometrek, ur c'hengereg a zo ur strollad daou zioptr plaen, nann-kentstur.
Pa tremen ar goulou eus an aer d'ar gwer, da skouer, ez eo refratet. Pa teu er maez dre an tall all, e vez refraktet c'hoazh ar goulou. Ar skin pe ar ban incident a vez dihentet. Hogen, n'o deus ket ar memes feur refratiñ an holl hirderioù gwagenn. En doare-mañ, ur ban goulou gwenn a vez dispartiet en e gompozadoù: ar glas a vez dihentet muioc'h eget ar melen, hemañ dihentet muioc'h eget ar ruz (sellet ouzh ar skeudenn 1). Er c'hondisionoù-se e c'hell ur c'hengereg bezañ implijet evit analizañ ur skinadur gwelus liesliv, anvet e vez an doare-se da studiañ ar c'hompozadoù dre dispartiañ ar banoù goulou ar spektroskopiezh.
Ur frapadig istor
kemmañA-raok Isaac Newton e soñje an dud e ouzhpenne ar c'hengereg livioù d'ar ban goulou gwenn. Newton a lakaas neuze un eil prism en doare ma ne vefe tizhet nemet gant ul liv. Dizoleiñ a reas neuze ne gemme ket al liv ha e klozas e c'helle ar c'hengereg dispartiañ al livioù. Implij a reas goude un eil gengereg hag e teuas a-benn da adsevel ur ban goulou gwenn adalek ar ganevedenn savet a ziwar ar c'hengereg kentañ: Diskouezet e devoa ne oa ket al livioù un disoc'h eus obererezh ar c'hengereg war ar goulou gwenn, met ar goulou gwenn an hini eo a oa savet gant meur a liv.
hiriv an deiz e komzer eus kedrannioù ul liv hag eus spektr goulou. Spektr goulou an heol a zo ur spekt kendalc'hus, padal spetr ar skignadennoù atomek (gouleier merkur ha sodiom da skouer) o deus barennoù o klotañ gant hirderioù gwagenn resis. Ar c'hoarvoudenn-se he deus lakaet Niels Bohr da ijinañ kementadur energiezh an atomoù, fizik nevez anavezet dindan an anv a fizik kantik.
Liammoù diavaez
kemmañ- Prisme, Université du Mans
- Ur video a zispleg implij ar c'hengereg implijet en ur gonioverker