Kengevread Hanternoz Alamagn
Kengevread Hanternoz Alamagn (Norddeutscher Bund en alamaneg) a oa ur c'hevread stadoù alaman en XIXvet kantved. Savet e voe e 1867, diwar 22 a stadoù, bras pe bihan, hag a oa distag betek neuze, e hanternoz ar pezh a zo Alamagn bremañ. Tost da 30 milion a dud a oa o chom e Kengevread Hanternoz Alamagn, a oa ar stad kentañ ma klasked bodañ Alamaned hag ar bazenn gentañ war-zu unanidigezh an holl Alamaned en ur stad, evel ma voe graet un tammig diwezhatoc'h en Impalaeriezh alaman (1871-1918).
Goude meur a daol-esae da zegas kemmoù er C'hengevread Alaman (savet e 1815), e voe kuitaet an unaniezh stadoù-se gant an hini vrasañ anezho, Prusia hag heuliet e voe gant stadoù bihanoc'h. Brezel a voe neuze etre stadoù eus an hanternoz bodet en-dro da Brusia, en un tu, hag Aostria ha stadoù eus ar c'hreisteiz, evel Bavaria, en tu all. Goude drouziwezh Aostria gant Prusia er brezel-se e voe kinniget sevel un unaniezh stadoù nevez, gant Otto von Bismarck, kañseller Prusia, e miz Kerzu 1866.
D'an 12 a viz C'hwevrer 1867 e voe dilennet kannaded ur parlamant. Gant an "Norddeutscher Reichstag"-se e voe degemeret ar vonreizh kinniget dezho, d'ar 16 a viz Ebrel 1867. Lakaet e voe ar vonreizh-se da dalvezout adalek ar 1añ a viz Gouere 1867, an deiz ma voe savet da vat Kengevread Hanternoz Alamagn. Neuze e voe dilennet ur Reichstag nevez ha dont a reas Bismarck da vezañ Bundeskanzler, kañseller Kengevread Hanternoz Alamagn, an hini nemetañ en istor berr a-walc'h ar c'hengevread.
Hervez ar vonreizh e oa roue Prusia a oa prezidant ar C'hengevread, dre ma oa ar priñs pouezusañ e Kuzul ar C'hengevread, an ensavadur ma veze dileuriet an holl stadoù izili (priñselezhioù, dugelezhioù, kêrioù Hamburg, Bremen ha Lübeck). Evel prezidant en doa gwir ar roue da envel kañseller ar c'hengevread. Gant Kuzul ar C'hengevread hag ar Reichstag (Parlamant) e veze savet al lezennoù.
E 1871 e voe treuzfurmet Kengevread Hanternoz Alamagn en Impalaeriezh alaman. Pouezus e voe Kengevread Hanternoz Alamagn, rak evit ar wech kentañ e oa bet klasket unvaniñ an ekonomiezh hag ar justis en ul lodenn vras eus Alamagn. Kalz eus ar reolennoù hag al lezennoù savet ennañ a voe miret gant an Impalaeriezh Alaman.