Kenpeitai (憲兵隊 Kempeitai, /kɛmpeɪtaɪ/, "Korfad poliserien milourel") a oa polis milourel Lu Impalaeriezh Japan adalek 1881 betek 1945. Ne oa ket ur polis boutin, unan kuzh ne lavaran ket.

Izili ofiserien Kenpeitai en un tren e 1935
Here 1938, izili an Hitlerjugend gant reoù Kenpeitai o weladenniñ templ Yasukuni
Ur blenier kirri-nij eus an Doolittle Raid Robert L. Hite prizoniet gant Kempeitai 1942

Hervez lezenn e oa ur skourr eus lu implaeriezh Japan, met karget e oa ivez eus obererezhioù polis milourel evit Morlu Impalaeriezh Japan dindan sujidigezh ar maodiern amiral (zoken pa oa ur polis bihan arbennik e morlu an Tokkeitai), evit obererezhioù surentez ar ministrerezh diabarzh, hag ouzhpenn-se re maodiern ar Justis.
Kenpei a raed eus pep unan eus izili Kenpetai.

Istor kemmañ

Kenpeitai a oa bet krouet e 1881 dre un dekred anvet 憲兵条例 "Kemennadur Kenpei", en isrann "melladoù a-zivout an archeriezh". Aozet e oa bet diwar skouer archeriezh Bro-C'hall. Munudoù all a voe ouzhpennet e-keñver aozadur, statud milourel, kefridioù polis-justis gant ar Kenpei Rei e 1898. C'hwec'h kemm warn-ugent a voe graet d'ar skrid diazez a-raok ma vefe roet lamm d'an aozadur e miz Eost 1945.

An nerzh diazez e oa 349 ezel ennañ. Lakaat da sentiñ ouzh al lezennoù nevez da geñver koñje ret gwazed Japan a oa ul lodenn vras eus o labour. Ret e oa dezho talañ ouzh kounnar familhoù kouerien ar vro. Aozadur pennañ Kenpeitai a rae war-dro ar c'henurzhiadur diabarzh, implij an nerzhioù, hag ivez ar c'henaozañ etre ministrerezhioù an amiraliezh, an diabarzh hag ar justis. Ar skourr obererezhioù a oa karget eus kefridioù an unvezioù hervez ezhommoù al luioù, ar surentez foran hag ar spiañ.