Kenstok kevandirel
Ar c'henstok kevandirel a zo ur c'henstok etre div blakenn gevandirel re skañv evit sankañ en astenosferenn ha gant an eil o vont dreist d'eben, da grouiñ steudadoù menezioù. An Alpoù hag an Himalaya a zo skouerioù eus menezioù deuet diwar kenstokoù kevandirel.
Ar c'henstokoù kevandirel n’int ket anadennoù a c’hoarvez trumm, evel ur gwallzarvoud kirri. Gallout a ra bezañ meur a zek milion a vloavezhioù, a-raok na vefe gwelet menezioù o sevel diwarno. Ar c’henstok etre Indez hag Azia, en deus krouet an Himalaya, zo padet war-dro 50 milion a vloavezhioù dija ha war a seblant n’eo ket peurechu.
Merkerien ar c'henstok
kemmañSkouer gwaskadur war gwiskadoù gouelezennek (gwaskadur eus an tu kleiz betek an tu dehou) :
Sell a-droc'h :
Stadet e vez frailhoù amgin ha retroarlakadurioù.
Merkerien evezhiapl a-rez
kemmañMeur a zoare merkerien a c'heller merzhout war gorre hor planedenn :
- Merkerien morfologel, dreist-holl bezañs aridennadoù menezioù er zonennoù kenstok yaouank.
- Merkerien tektonek :
- frailhoù amgin, test da nerzhioù kenwask.
- plegoù a bep seurt (eeun, gourvezet, faoutet, hag all...) ;
- Arlakadurioù ;
- Gweleadoù chareet ;
- Merkerien petrologel, dreist-holl bezañs tammoù krestenenn veurvor o orin betek kilometradoù uhelder. Reoù 'zo n'int ket bet metamorfekaet kalz (ofiolitennoù war ar Chenaillet da skouer) padal ez eus bet metamorfekaet-kenañ reoù all (ofiolitennoù ar menez Viso da skouer).
Merkerien donder
kemmañEvezhiapl eo ar merkerien donder diwar roadennoù sismek savet diwarne skeudennoù a-droc'h.
Donder ar Moho a zo ar merker pennañ : tizhout a ra 50km donder dindan an tolzennadoù uhelañ. Evel-se ez eus gwrizioù krestenenn.
Ar c'henstok o vezañ eil fazenn ar c'honvergadur e heuilh subduktadur ul litosferenn veurvor hag a zo steuziet.
Testoù istor ur meurvor
kemmañRoudoù ar veurvor
kemmañMerzhet e vez ofiolitennoù, aozadur azonus eus an endro meurvorel savet eus an traoñ d'an nec'h gant :
- Reier gouelezennek, savet diwar tevionadur testoù silisek radiolaritennoù (fosiloù o tont eus ar plankton) ;
- Reier tanveneziek (bazalt a dorchennoù) ;
- Ur c'hompleks filonek (doleritoù) ;
- Reier plutonek (gabbroioù) ;
- Sarpantinit (ur peridotit distreset gant an dour) ha peridotitoù fresk pe freskoc'h).
Roudoù marzoù-meurvor pasivel a vez kavet, evel :
- Bezañs blokoù bransellet, bevennet gant frailhoù normal (spesius d'un dektonegezh war vrasaat) ;
- Akretadurioù gouelezennek, fosiloù meurvorel enno.
Roudoù ar subduktadur
kemmañMineraloù bet stummet e gwaskoù uhel-tre hag e temperadurioù izel a zo bet dizoloet, testoù sankadur reier betek donderioù bras. Ar reier-se a zo bet subduktet neuze a-raok adpignat.
Kavet e vez ivez tammoù litosferenn veurvor degaset war ar gorre dre obduktadur.