Morfologiezh

(Adkaset eus Morfologel)

Un dachenn-studi yezhoniel eo ar vorfologiezh a bled gant an doare da sevel ha da grouiñ gerioù.

morfologiezh
penndanvez studi, language subsystem
Iskevrennad eusyezhoniezh Kemmañ
Rann eusyezhoniezh Kemmañ
Is the study ofmorfem, flexion, kenger Kemmañ
Tikedenn Stack Exchangehttps://linguistics.stackexchange.com/tags/morphology Kemmañ

Meur a zoare morfologiezh a zo e gwirionez, da skouer ar vorfologiezh diazezet war studi ar gerioù (saoz. word-based morphology). Dre vras, avat, e c'heller lavarout eo kevatal peurliesañ an termen morfologiezh gant studi ar morfem. Setu an doare teoriennoù a vo displeget er pennad-mañ.

Pep ger a vez savet diwar elfennoù nebeutañ anvet morfemoù. Klasket e vez reolennoù evit displegañ penaos e c'hell bezañ implijet pep doare morfem evit sevel gerioù diwarne.

Ret eo ober un diforc'h ivez etre an daou zoare morfemoù pennañ:

  • morfemoù distag: a c'hell bezañ implijet hepmuiken evel gerioù leun.
  • morfemoù stag: na c'hellont ket bezañ implijet o-unan-penn hep ur morfem diazez

(Gw. kenger)

Deveradur ha displegadur

kemmañ

An deveradurezh hag an displegadurezh eo an argerzhioù morfologel pennañ.

Talvezout a ra an deveradur da gemmañ ster pe rummenn yezhadurel ur ger diazez keit ha ma talvez an displegadur da verkañ kefridioù ha perzhioù yezhadurel, da skouer :

Displeget e vez ur ger pa vez staget morfemoù all outañ evit diskwel perzhioù yezhadurel ar ger-se er frazenn met hep cheñch na rummenn na ster ar ger, da skouer :

  • Deveradurezh:
"ober" → "adober" (kemm ster)
"ober" → "oberour" (kemm rummenn, verb > anv-kadarn)
  • Displegadurezh:
"komz" → "komzan" (merk an amzer, ar gour hag an niver)
"merc'h" → "merc'hed" (merk al liester)

Ar c'hevrennadur

kemmañ

Argerzhadurioù morfologel all ez eus avat, en o zouez ar c'hevrennadur.

Ur ger kevrennek a zo anezhañ ur ger savet diwar daou pe vui a vorfemoù distag, da skouer :

ti-post
morgazh
ki-bleiz

Ur ger a c'hell bezañ krouet e yezhoù 'zo diwar daou vorfem-stag. Diouzh an tu all, avat, e c'hell morfemoù stag dont da vezañ implijet evel morfemoù distag. E saozneg e vez implijet da skouer an nevezc'her ism tennet diwar al lost-ger -ism (kevatal da -iezh e brezhoneg, d.s. socialism, conservatism, fascism hag ivez hinduism, buddhism) evit talvezout kement ha ur gredenn bennaket.

Alovorfemoù

kemmañ

Bep morfem a c'hell bezañ distaget e doareoù disheñvel hervez reolennoù rik-pe-rikoc'h o tennañ, peurliesañ, da lec'h ar morfem-se hag ar sonioù all tro-dro dezhañ dreist-holl. E saozneg e vez distaget evel-se mouezhiet pe divouezh ar vorfemenn '-S' a dalvez da verkañ al liesterioù reizh a-benn klotaat gant doare distagañ ar sonenn gent:

cat > cats (distaget /s/ abalamour d'an /t/)
dog > dogs (distaget /z/ abalamour d'an /d/)

Enteuzadur

kemmañ

Gant ar yezhoù enteuzel evel al latin da skouer, e vez enteuzet meur a vorfem plegadel en unan. Da skouer :

dominus « mestr » savet diwar ar wrizienn domin- hag un dibenn-ger (morfem distag) enteuzet a dalv kement ha « (anv-kadarn) gourel, unander, nominativel » war un dro.

Disheñvel rik eo kement-mañ diouzh ar pezh a c'hoarvez gant ar yezhoù daspegel evel an turkeg e lec'h ma vez sklaer ar vevenn etre pep morfem gant pep a berzh resis.

Treuzstummadur

kemmañ

Treuzstummadur (saoz. suppletion) e vez graet outañ pa vez implijet ur ger disheñvel-mik diouzh unan all evit diskwel ur c'hemm a c'hellfe bezañ graet a-hend-all dre implijout morfemoù, da skouer :

lakaet < laka (gwrizienn) + -et (morfem reizh evit merkañ an anv-gwan verb)
mont < aet
paotred < paotr
chas < ki

Gesamtbedeutung

kemmañ

Ober a reer gant an termen alamanek Gesamtbedeutung evit deskrivañ perzhioù semantikel pennañ ur morfem hep derc'hel kont eus ar fed ma vez distag pe get. Da skouer e talvez e brezhoneg ar morfemoù "-er" hag "-our" da verkañ an oberour.

Gwelet ivez

kemmañ