Kenstrivadeg t-shirtoù gleb
Ur genstrivadeg t-shirtoù gleb a zo un abadenn a vez aozet peurliesañ e tavarnioù pe e toulloù-noz. E-pad an abadennoù-se e c’hall an arvesterien, pe ur juri bennak, dilenn ar plac’h vravañ e-touez an holl re a gemer perzh. An holl blac’hed-se a vez gwisket gant un t-shirt gwenn pe forzh pe liv sklaer all, ne wiskont tamm brennidenn ebet, ha strinket e vez dour warno, ar pezh a laka o divvronn da zont muioc'h war wel.
A-wechoù e c’haller strinkañ dour skornet, ar pezh a laka ar begoù-bronnoù da sonnaat. Gwechoù zo e c’hall ar plac’hed a gemer perzh e seurt abadennoù diwiskañ o z-shirt zoken. Kenstrivadegoù t-shirtoù gleb a vez aozet evit ar baotred ivez.
Orin
kemmañHervez lod e teufe ar c’henstrivadegoù-se eus ur film anvet The Deep (1977). E penn-kentañ ar film-se e weler an aktourez Jacqueline Bisset o neuiñ, ha pa guitaa an dour e weler he deus gwisket dilhad kouronkañ start hag un t-shirt gleb. Abaoe ar film-se ez eus bet meur a vaouez vrudet o wiskañ un t-shirt gleb, evel Kylie Minogue, Claudia Schiffer, Stephanie Seymour, pe c’hoazh Estella Warren.