Kenteliou Aotrou Persoun Ars

Kenteliou Aotrou Persoun Ars, skrivet e gallek gant an Tad Monnin, troet e brezounek gant Th. Pilven ar Zevellek, zo ul levr brezhonek embannet e Brest e 1906.

Troidigezh

kemmañ

Troet eo gant Théodore Pilven le Sévellec‎ diwar levr an Tad Alfred Monnin, Le Curé d'Ars, embannet e Pariz, e 1861, ha bet adembannet c'hoazh, gant Téqui, e 1922.

Al levr

kemmañ

E deroù al levr e kaver ur varzhoneg gant Pilven, a veneg e anv-barzh, Boc'h-ruzig ar C'halvar.

Ur pennad dek pajennad zo neuze diwar-benn buhez person Ars, Jean-Marie Vianney, sinet gant J. Uguen ha JL Prigent, beleien, o daou ginidik euz Guisseni, kouls hag an Aotrou Pilven, o deus roet skoazel da skrivanier brezounek Kenteliou Aotrou Persoun Ars, hervez a lenner e pajennoù kentañ al levr.