Kernuack Nowedga

(Adkaset eus Kernuack nowedga)

Kernuack Nowedga, pe Curnoack Nowedga (distaget: [kəɹ'nu:ɐk nowedʒɐ]; "kerneveureg modern") eo anv an doare kerneveureg a-vremañ adsavet hag a zo diazezet war testennoù ar XVIIvet kantved hag an XVIIIvet kantved.

Kregiñ a rajod da gritikañ-kriz ar c'hernewek unys er bloavezhioù 1980 ha diwar ar c'hritikoù-se e savas daou ginnig pennañ evit krouiñ sistemoù all evit reizhañ fazioù ar c'hernewek unys daoust ma kendalc'has lod eus ar gerneveuregerion/ezed d'ober gant ar sistem kent-se: diouzh un tu ar c'hernewek kemmyn, difennet dreist-holl gant Ken George, hag ar c'hernuack nowedga diouzh an tu all difennet gant Richard Gendall.

Tra 'n em awenas ar c'hernewek kemmyn gant mammennoù kerneveureg ar c'hrennamzer emañ diazezet ar c'hernuack nowedga war daveoù diwezhañ ar yezh eus ar XVIIvet hag an XVIIIvet kantved skrivet gant tud evel Nicholas Boson ha John Boson, William Rowe, Thomas Tonkin... hag en ur zerc'hel kont eus rannyezhoù saoznek komzet e Kernev-Veur a-orin predenek.

Dre vras e vez skrivet ar c'herneveureg gant ar sistem-mañ en ur implijout doareoù reizhskrivañ ar saozneg hag oc'h ober muioc'h gant al lizherenn c e-lec'h k evel e kernewek kemmyn, eeunoc'h eo ar yezhadur evit hini doareoù kreneveureg adsavet a-vremañ all ha degemeret e vez gantañ muioc'h a c'herioù a orin saoznek, da skouer wolcum e-lec'h dynargh ("degemer mat") (welcome).

Cussel an Tavas Kernuack eo anv an ensavadur e penn ar c'hernuack nowedga.

Gant an dud a sav a-enep dezhañ e vez tamallet d'an c'hernuack nowedga bezañ saoznekaet betek re; gant ar re a sav a-du gantañ avat e vez lâret ne raent nemet kenderc'hel gant diorroadur istorel ar yezh.

Skrid skouer diwar pajenn gozh degemer ar Wikipedia e kerneveureg:[1]

"Welkom the Wikipedia yn Kernuak! Ma 1,228 article en Wikipedia Kernuak en termen ma. Mar kreo why clappia dialek Kernuak po desce an tavas, why ell gweras! Why ell screffa article dro idn dra tha leas en godhoniador, buz ma nebbas profyangow thort Kernow awollas. Na vee articles screffes ha kevrednow rooz ettans na whaeth, buz why ell owna an articles, gwella an gye ha hetha an gye warbar gen kevrednow en lew vetholl."

Gwelit ivez

kemmañ