Keulfe
Ar c'heulfe zo ur berz d'ur boblañs bezañ war ar straedoù e-pad mareoù 'zo. Gallout a ra bezañ lakaet e pleustr en ur vro pe en ur gumun hepken.
Skouerioù e 2011
kemmañ- En Ouagadougou (Burkina Faso) e miz Meurzh hag Ebrel 2011[1] da heul preizhadegoù gant soudarded ha manifestadegoù gant kenwerzherien.
- En Asnières ha Gennevilliers (Bro-C'hall), evit ar vinored, e miz Meurzh 2011[2] goude marv ur c'hrennard.
- E Tunis (Tunizia) e miz Genver 2011[3] hag e miz Mae 2011[4] da heul manifestadegoù.
- En Abidjan (Aod an Olifant) e miz Meurzh 2011[5] en abeg d'ar reuz goude an dilennadeg.