Kevredad an droourien, reizherien ha jubennerien euskarek
EIZIE, pe Euskal Itzultzaile, Zuzentzaile eta Interpreteen Elkartea, eo anv Kevredad an droourien, reizherien ha jubennerien euskarek en Euskal Herria. Aozet e vez ganto stummadur an droourien euskarek ha difennet o gwirioù.
En 2007 e oa 300 ezel, darn oc'h ober war-dro an treiñ lennegel, re all an treiñ skiantel, pe lezennel, melestradurel, hag all.
Orin
kemmañKrouet eo bet en 1987 gant un dornad troourien a vicher hag a felle dezho aozañ ar vicher. Juan María Lekuona e voe ar prezidant kentañ.