Khieu Samphan
E 1931 e voe ganet Khieu Samphan, lesanvet Brother Hem.
Mab ur barner anezhañ, e tapas un dokterelezh war an ekonomiezh e Pariz e 1959.
E Phom Penh e voe distro pa voe graet lu outañ gant poliserien Norodom Sihanouk a lakaas anezhañ da vale e noazh er straedoù (1960).
Mont kuit a reas met distro e voe er gêrbenn e 1975 pa 'z eas lu Pol Pot tre.
Pa yeas Pol Pot kuit e voe lakaet e penn Kampuchea demokratel.